Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/631

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
629
da dimotéuz.

4. Balc’h eo, ha né oar nétrâ ; hôgen môrédi a ra é daélou, hag é stourmou a c’hériou, a béré é sâv ann hérez, ar strivou, ann touadellou, ann droug-arvariou,

5. Ann tagou eûz ann dûd péré hô deûz eur spered gwallet, ha péré na anavézon̄t két ar wirionez, hag a venn pénaoz karan̄tez Doué a dlé béza da binvidigez d’ézhô.

6. Hôgen eur binvidigez vrâz eo karan̄tez Doué, mar goar en em walc’ha.

7. Râk n’hon euz digaset nétrâ er béd-man̄, hag héb-arvar na hellimp kâs nétrâ anézhan̄ gan-é-omp.

8. Ma hon eûz éta péadrâ d’en em vaga ha d’en em wiska, é tlé béza dâ gan-é-omp.

9. Râg ar ré a fell d’ézhô don̄d da binvidik, a gouéz é gwall-ioul, hag é lindagou ann diaoul, hag é meûr a c’hoan̄t didalvez ha gwalluz, péré a stlap ann dûd er gwastadur hag er gollidigez.

10. Râg ar c’hoan̄t direiz da gaout madou eo ar c’hrisien eûz ann holl zrougou : hag hiniennou ô véza hô c’hoan̄téet kré, a zô dian̄ket oûz ar feiz, hag a zô en em reûstlet é kalz a c’hlac’hariou.

11. Hôgen té, ô dén Doué, tec’h diouc’h ann traou-zé ; hag heûḻ ar wirionez, karan̄tez Doué, ar feiz, ar garan̄tez, ann habaskded, ar gun̄vélez.

12. Stourm stard é stourm ar feiz, kémer dré ners ar vuez peûr-baduz, évit péhini oud bét galvet, goudé béza prézéget ervâd ar feiz dirâk kalz a déstou.

13. Gourc’hémenni a rann d’id dirâk Doué, péhini a rô ar vuez da bép-trâ, ha dirâk Jézuz-Krist, péhini en deûz rôet eunn testéni ker mad dindân Pon̄s-Pilat,

14. Ma viri ar gélénnadurez-man̄ hép namm, hag hép tamall, bété donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist,

15. A dlé diskouéza enn hé amzer ann hini a zô gwenvidik, ha galloudek hép-kén, Roue ar rouéed, hag Aotrou ann aotrounez ;

16. Péhini hép-kén en deûz ar beûrbadélez, hag a choum enn eur goulou didôstauz n’eo bét gwélet gan̄d dén, ha na hell gwélout dén ; da béhini eo ann énor, hag ar galloud peûr-baduz. Amen.

17. Gourc’hémenn d’ar binvidien eûz ar béd-man̄ na zeûin̄t két da véza balc’h, ha na lakain̄t két hô espéran̄s er madou arvaruz, hôgen enn Doué béô, péhini a rô d’é-omp gan̄t founder ar péz hon euz ézomm ;

18. Ober vâd, béza pinvidik é ôberiou mâd, rei ann aluzen a galoun vâd, rei lod eûz hô madou ;

19. Dastumi eunn tenzor évit-hô hô-unan hag eunn diazez mâd enn amzer da zon̄t, évit ma arruin̄t d’ar gwîr vuez.

20. O Timotéuz, mîr ar péz a zô bét fisiet enn-od, ô tec’hout diout névézin̄tiou saotret ar geriou, ha diout pép kélénnadurez énep, a hanveur é-gaou gwiziégez ;

21. Oc’h heûlia péhini, hiniennou a zô faziet war hen̄t ar feiz. Ar c’hrâs ra vézô gan-éz. Amen.



————