1. Paol prisounier Jézuz-Krist, ha Timotéuz hé vreûr, da Filémon hor miñoun kér, hag hor c’hen-ôbérer,
2. Ha da Appia hor c’hoar gér, ha da Arkippuz hor c’hen-stourmer, ha d’ann Iliz a zô enn da dî.
3. Grâs d’é-hoc’h digan̄d Doué hon Tâd, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.
4.Trugarékaad a rann va Doué, oc’h ôber méneg bépréd ac’hanod em pédennou ;
5. O klevout péger braz eo da garan̄tez, hag ar feiz éc’h eûz é-kén̄ver ann Aotrou Jézuz, hag é-kén̄ver ann holl zén̄t :
6. Pénaoz é rôez lôd eûz da feiz enn eunn doaré anat, dré ann anaoudégez eûz ann holl vad-ôberiou, a zô enn hô touez é Jézuz-Krist.
7. Rag eul lévénez hag eunn dizoan vrâz em eûz bét eûz da garan̄tez, ô véza ma eo bét kalounou ar zen̄t fréalzet gan-ez, va breûr.
8. Dré-zé pétrâ-bennâg ma hellann, dré ar fisian̄s em eûz é Jézuz-Krist, gourc’hemenni d’id ar péz a zô déréad ;
9. Koulskoudé, dré ann abek eûz va c’harantez évid-od, eo gwell gan-én̄ da bidi, évid-oun da véza ann hévéleb hini, da lavaroud eo Paol kôz, ha bréma prizounier Jézuz-Krist.
10. Da bidi a rann évit va mâb Onésimuz, péhini em eûz en̄géhen̄tet em éréou :
11. Péhini a zô bét ken̄t didalvouduz d’îd, hôgen a vézô bréma talvouduz d’îd ha d’in ivé.
12. Hé gas a rann adarré d’îd : digémer-hén̄ ével va bouzellou é vé.
13. C’hoan̄t em boa d’hé zerc’hel gan-én̄ : évit ma hellfé va zervicha enn da léac’h enn éréou ann Aviel ;
14. Hôgen né két felled d’in ôber nétrâ hép da ali, évit na zeûi két da vâd ével eunn dra réd, hôgen diouc’h da c’hrâd-vâd.
15. Râk martézé eo bét pelléed diouz-id évid eunn amzer, évit ma hé zigemerfez goudé da-vikenn ;
16. Nann mui ével eur sklâv, hôgen ével unan deûed eûz a sklâv da vreûr kér d’é-omp, ha dreist-holl d’in, hag a dlé c’hoaz béza kéroc’h d’id, pa eo d’îd hag er c’hîk hag enn Aotrou ?
17. Mar d-oud éta va c’hen-vreûr, digémer anézhan̄ ével-d-oun va-unan.
18. Hôgen ma en deûz gréat eur gaou-bennag d’îd, pé mar dlé eunn dra d’îd, taol-hén̄ war-n-oun.
19. Mé Paol a skrîv d’îd gan̄t va dourn va-unan : hé zisteûrel a rinn d’id, évit na livirinn két pénaoz en em zléez da-unan d’in.
20. Ia, va breûr, rô al lévénez-zé d’in enn Aotrou : fréalz va c’haloun enn Aotrou.
21. Gan̄t fisian̄s enn da zen̄tidigez em eûz skrivet d’îd, ô c’houzout pénaoz é rî c’hoaz muioc’h égét na lavarann.
22. Aoz ivé d’in eunn ti ; râg espéroud a rann dré hô pédennou é vézinn c’hoaz rôed d’é-hoc’h.
23. Épafraz va c’hen-brizounier é Jézuz-Krist a zalud ac’hanod ;
24. Mark, Aristarkuz, Démaz ha Lukaz, va eiled.
25. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred. Amen.