Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/655

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
653
san̄t jakez abostol.

két, laza a rit, hag hérez hoc’h eûz, ha na hellit két kaout ar péz a glaskit : breûtaad ha brézélékaad a rît, ha n’hoc’h eûz két ar péz a c’hoan̄tait, ô véza n’hé c’houlennit kéd digan̄d Doué.

3. Goulenni a rît, ha né két rôet d’é-hoc’h, ô véza ma c’hou1ennit fall, hag évit gwalc’ha hô kwall-ioulou.

4. Avoultrerien, ha na ouzoc’h-hu két pénaoz karan̄tez ar béd-man̄ a zô énébour da Zoué ? Piou-bennâg éta a fellô d’ézhan̄ béza miñoun d’ar béd-man̄, en em lakai da énébour da Zoué.

5. Ha c’houi a venn pénaoz ar Skritur a lavar enn-aner : Ar spéred a choum enn-hoc’h a c’hoan̄ta gan̄d hérez ?

6. Hôgen rei a ra eur c’hras vrasoc’h. Dré-zé eo é lavar : Doué a éneb oud ar ré rôk, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.

7. Plégid éta da Zoué : énébid ouc’h ann diaoul, hag é tec’hô diouz-hoc’h.

8. Tôstaid ouc’h Doué, hag é tôstai ouz-hoc’h. Glanit hô taouarn, péc’herien ; ha skarzit hô kalounou, c’houi péré hoc’h euz spéréjou daou-blég.

9. En em c’hlac’harit, gwélit ha lén̄vit : ra vézô trôet hô c’hoarz é gwélvan, hô lévénez é tristidigez.

10. En em izélait dirâg ann Aotrou, hag é uc’hélai ac’hanoc’h.

11. Na livirit kéd a zroug ann eil eûz égilé, va breûdeûr. Néb a lavar droug eûz hé vreûr, pé a varn hé vreûr, a lavar droug eûz al lézen, hag a varn al lézen. Hôgen mar barnez al lézen, n’oud mui mirer al lézen, hôgen ar barner anézhi.

12. Neûz néméd eul lézenner, hag eur barner, a hell kolla ha savétei.

13. Hôgen té piou oud-dé évit barnoud da nésa ? Chétu bréma é livirit : Hiriô pé war-c’hoaz éz aimp d’ar géar-ma-kéar, hag é choumimb énô eur bloaz, hag é werzimp, hag é c’hounézimp :

14. Pétrâ-bennâg oa ouzoc’h két pétrâ a c’hoarvézô war-c’hoaz.

15. Râk pétrâ eo hô puez ? Eunn aézen eo péhini en em ziskouéz évid eunn nébeûd amzer, hag a zeû da steûzia goudé. É léac’h ma tléfac’h da lavarout : Mar fell d’ann Aotrou, ha mar d-omb béô, é raimb ann dra-man̄ pé ann dra-zé.

16. Hôgen c’houi bréma en em uc’hélait enn hô rôgoni. Eunn hévelep uc’helded a zô drouk.

17. Néb éta a anavez ar mad a dlé da ôber, ha n’her gra két, a béc’h.


————
V. PENNAD.


1. Bréma c’houi, tûd pinvidik, gwélid ha iouc’hid diwar-benn ar reûz a c’hoarvézô gan-é-hoc’h.

2. Hô madou a vrein, ho tiḻad a zô debret gan̄d ar prén̄ved.

3. Hoc’h aour hag hoc’h arc’han̄t a zô merklet ; hag ar merkl-zé a zavô da dést enn hoc’h énep, hag a zebrô hô kîk ével eunn tan. Eunn tenzor a vuanégez a zastumit évit ann deisiou divéza.

4. Chétu gôbr al labourerien ho deûz médet hô parkou, hag hoc’h eûz dalc’het, a gri enn hoc’h énep ; hag hô c’hri a zô savet bété diskouarn Aotrou ann arméou.

5. Banvézet hoc’h eûz war ann douar, ha maget hoc’h eûz hô kalounou gan̄t mizou-brâz, ével évid deiz al lazérez.

6. Barnet ha lazet hoc’h eûz ann dén gwirion, hép ma en deûz énébét ouz-hoc’h.

7. Hôgen c’houi, va breûdeûr, bézid habask, bété donédigez ann Aotrou. Chétu ar gounidek oc’h hada ar frouez talvouduz eûz ann douar, a hâd gan̄d habaskded, bété ma vézô rôed d’ézhan̄ ar glaô abréd, hag ar glaô divézad.

8. Bézid éta habask, c’houi ; ha krévait hô kalounou ; râk donédigez ann Aotrou a dôsta.

9. N’en em heskinit kéd ann eil égilé, va breûdeûr, évit na viot két barnet. Chétu éma ar barner oud ann ôr.

10. Kémérit, va breûdeûr, ével skouér a an̄ken ; a labour hag a ha-