1. Per, Abostol Jézuz-Krist, d’ann diavésidi a zô skiñet war-héd Pon̄tuz, Galatia, Kappadosia, Azia, ha Bitinia,
2. Péré a zô dilennet hervez râg-gwiziegez Doué ann Tâd, dré zan̄télez ar Spéred, dré zen̄tidigez, ha dré sparférez goâd Jézuz-Krist, Grâs d’é-hoc’h, ha kalz a béoc’h.
3. Ra vézô benniget Doué ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini dré hé drugarez vrâz en deûz hon eil-c’hanet enn eunn espéran̄s béô, dré zazorc’hidigez Jézuz-Krist eûz a douez ar ré varô,
4. Enn eunn digouéz divreinuz, dizaotr, diwév, a zô mired évid-hoc’h enn én̄vou ;
5. C’houi péré dré c’halloud Doué a zô miret dré ar feiz er zilvidigez, a dlé béza diskouézet splann enn amzer zivéza.
6. En em laouénait é kémen̄t-sé, ha pa vé réd d’é-hoc’h béza glac’haret eunn nébeûd amzer gan̄t meûr a zrouk :
7. Évit ma vézô kavet hô feiz arnodet ével-sé, ha talvoudosoc’h égéd ann aour, a véz arnodet gan̄d ann tân, dîn a veûleûdi, a c’hloar, hag a énor, pa en em ziskouézô Jézuz-Krist ;
8. Péhini a garit, pétrâ-bennâg n’hoc’h eûz két hé wélet, é péhini é krédit, pétrâ-bennâg n’her gwélit két bréma : hag ô kridi, é tridit gan̄d eul lévénez dilavaruz ha leûn a c’hloar,
9. O véza ma teû d’é-hoc’h silvidigez hoc’h énéou, ével divez hô feiz.
10. Ar zilvidigez-zé eo hô deûz klasket, hô deûz en̄klasket ar Broféded, péré hô deûz diouganet diwar-benn ar c’hrâs a dlié don̄d enn-hoc’h :
11. Oc’h en̄klaskout é pé trâ hag é pé amzer spéred ar C’hrist a ioa enn-hô, a verké é tlié c’hoarvézout gouzan̄vou ar C’hrist, hag ar c’hloar é-c’houdé hô doa diouganet.
12. Diskleriet é oe d’ézhô pénaoz né oa kéd évit-hô hô-unan, hôgen évid-hoc’h éc’h aozen̄t kémen̄t-sé, a zô diskleriet d’é-hoc’h gan̄d ar re a brézeg ann Aviel d’é-hoc’h, dré ar Spéred-San̄tel kaset eûz ann én̄v, hag hô deûz c’hoantéet ann élez da wélout.
13. Dré-sé gourizit kroazel hô ménoz, hag ô véza deûet poellek, gédit gan̄d eunn espéran̄s klok ar c’hrâs a zô kinniget d’é-hoc’h da wélédigez Jézuz-Krist,
14. Ével bugalé sen̄tuz, ha nann ével ma oac’h gwéchall, diwiziek ha leûn a wall-ioulou :
15. Hôgen ével ma eo San̄t ann hini en deûz hô kalvet, bézit sen̄t ivé é pép darvoud ;
16. Râk skrived eo : Bézit sen̄t, ô véza ma ounn San̄t.
17. Ha mar galvit hô Tâd ann hini péhini n’en deûz kemm é-béd évid