1. Mé a béd éta ar véleien a zô enn hô touez, ha mé béleg ével-t-hô, tést eûz a c’hloasiou ar C’hrist, hag ivé kévrenneg eûz ar c’hloar a dlé béza gwélet eunn deiz da zon̄t :
2. Paskit dén̄ved Doué a zô enn hô kreiz, oc’h évésaad anézhô nann dré rédi, hôgen a-ioul-vâd hervez Doué : nann dré eur gounid mézuz, hôgen a-c’hrâd-vâd :
3. Nann oc’h aotrounia war zigwéz Doué, hôgen oc’h en em rei da skouér d’ann dén̄ved a-greiz-kaloun.
4. Ha pa en em ziskouézô prin̄s ar vésaerien, é vézô rôed d’é-hoc’h ar gurunen diwévuz a c’hloar.
5. Ha c’houi ivé, tûd-iaouan̄k, sen̄tid oud ar ré gôz. Diskouézid holl ar vuelded ann eil d’égilé : râk Doué a éneb oud ar ré rok, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.
6. En em vuélaid éta dindân ann dourn c’halloudeg a Zoué, évit ma uc’hélai ac’hanoc’h é amzer hé wélédigez :
7. O teûrel enn-han̄ hoc’h holl en̄krez, ô véza ma teû d’hô prédéria.
8. Bézid dilon̄tek ha beḻit ; râg ann diaoul, hoc’h énébour, a drô war hô trô ével eul léon iuduz, ô klaskout néb a hellô da loun̄ka.
9. Énébid out-han̄ ô choum stard er feiz ; ô chouzout pénaoz hô preûdeûr péré a zô skiñet dré ar béd a c’houzan̄v ann hévélep en̄krézou ha c’houi.
10. Ha Doué pép grâs, péhini en deûz hor galvet enn hé c’hloar peûr-baduz dré Jézuz-Krist, goudé m’hô pézô gouzan̄vet eunn nébeûd amzer, r’hô klôkai, r’hô krévai, r’hô stardô.
11. D’ézhan̄ ra vézô ar c’hloar hag ar galloud, é amzeriou ann amzeriou. Amen.
12. Berr a-walc’h em eûz skrivet d’é-hoc’h, war va ménô, dré Zilvanuz hor breûr kér ; ô tiskleria hag ô testénia ac’hanoc’h pénaoz gwîr c’hras Doué eo ann hini é péhini é choumit stard.
13. Ann Iliz a zô é Babilon, hag a zô dilennet ével-d-hoc’h, a zalud ac’hanoc’h, ha Mark, va mâb ivé.
14. En em zaludit ann eil égilé dré eunn aff san̄tel. Ra vézô ar c’hrâs gan-é-hoc’h holl, c’houi péré a zô é Jézuz-Krist. Amen.