Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
levr ar profed jérémias.

c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret ? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien ; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.

2. Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet ; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.

3. Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet ; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.

4. Hôgen bréma galv ac’hanoun, ha lavar : Va zâd, té eo réner va iaouan̄ktiz.

5. Ha droug é vézô enn-od bépréd ? Ha da-vikenn é padô ? Chétu éc’h eûz lavaret, hag éc’h eûz gréat drouk, kémen̄d ha ma éc’h eûz gellet.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias : Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez ? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.

7. Ha mé a lavaraz, goudé ma é doé gréat kémen̄t-sé : Distrô étrézég énn-oun ; hag hî né két distrôet.

8. Ha Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, a wélaz pénaoz, ô véza ma oa en em zaotret Israel, ann dispac’hérez, eo em bôa hé c’haset-kuît, ha rôet d’ézhi ar skrid-rann ; Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, n’é dôé két a aoun, hôgen mon̄d a réaz kuît, hag en em zaotraz-hî ivé.

9. Hag hî é deuz saotret ann douar gan̄d ann diroll euz hé louzdoni ; hag éo bét en em wallet gan̄d ar méan ha gan̄d ar c’hoat.

10. Ha goudé kémeñt-sé Juda, ar C’hanazez, hé c’hoar, né két distrôet étrézég enn-oun a greiz kaloun, hôgen dré c’hénou, émé ann Aotrou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Israel ann dispac’hérez, é deûz didamallet hé éné, é-skoaz Juda ar c’hanazez.

12. Kéa, ha garm ar c’homziou-man̄ war-zû ann han̄ter-nôz, ha lavar : Distrô, Israel ann dispac’hérez, émé ann Aotrou, ha na zistrôinn két va daoulagad diouz-hoc’h ; râk san̄t ounn, émé ann Aotrou, ha na vézô két a zroug enn-oun da-vikenn.

13. Koulskoudé anavez da fallagriez, ô véza ma oud bét disléal é-kén̄ver ann Aotrou da Zoué ; ma éc’h eûz skiñet da hen̄chou gan̄d ann diavésidi dindân pép gwézen deliaouek, ha n’éch eûz két selaouet va mouéz, émé ann Aotrou.

14. Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, émé ann Aotrou ; râk mé a zô ho kwâz ; hag é tigémérinn ac’hanoc’h, pried eûz ar géar, ha daou eûz ann tiégez ; hag hô likiinn da von̄t é Sion.

15. Hag é rôinn d’é-hoc’h mésérien hervez va c’haloun, péré a rôi d’é-hoc’h da voéd ar wiziegez hag ar gélénadurez.

16. Ha pa viot paottet, ha pa viot kresket war ann douar enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, na livirin̄t mui : Chétu arc’h kévrédigez ann Aotrou ; na zistrôi mui er spered, n’hô dévézo mui a goun anézhi ; na vézô két emwélet ; ha na vézô két gréat mui.

17. Enn amzer-zé é c’halvin̄t Jéruzalem trôn ann Aotrou ; hag é vézô strollet enn-hi ann holl vrôadou é hanô ann Aotrou, é Jéruzalem, ha na valéin̄t mui war-lerc’h direizded hô gwall galoun.

18. Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.

19. Hôgen mé em eûz lavaret : Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou ? Hag em eûz lavaret : Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.

20. Hôgen ével ma tispriz eur c’hrég ann hini a gar anézhi, ével-sé tî Israel en deûz va disprizet, émé ann Aotrou.

21. Eur vouéz a zô bét klévet enn hen̄chou, gwélvanou hag hirvoudou bugalé Israel ; ô véza ma in̄t bét fallagr enn hô hen̄t, ha ma hô deûz