Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/672

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LIZER KATOLIK


SANT JUDAZ ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Judaz, servicher Jézuz-Krist, ha breûr Jakez, d’ar ré a zô dilennet gan̄d Doué ann Tâd, hag a zô miret gan̄t Jézuz-Krist, goudé béza hô galvet.

2. Ra greskô enn-hoc’h ann trugarez, ar péoc’h hag ar garan̄tez.

3. Va miñouned kér, c’hoan̄t em boa da skriva d’é-hoc’h diwar-benn hor c’hen-feiz, hag hiriô eo réd d’in skriva d’é-hoc’h, évid hoc’h erbédi da vrézélékaat évid ar feiz a zô bét rôed eur wéach d’ar zen̄t,

4. Râg en em ruzed éz eûz enn hô touez tûd fallagr (diwar-benn péré é oa bét diouganet ar varnédigez-zé), péré a gemm gras hon Doné évid al likaouérez, hag a nac’h Jézuz-Krist, péhini eo ar Mestr hép-kén hag hon Aotrou.

5. Hôgen mé a fell d’in digas da goun d’é-hoc’h ar péz hoc’h eûz desket eur wéach, pénaoz ann Aotrou goudé béza dieûbet ar bobl eûz a zouar ann Éjipt, a gollaz d’ann eil wéach ar ré n’hô doa két krédet ;

6. Pénaoz é talc’h enn dévalien hag é vir bété barn ann deiz brâz, goudé béza hô staget gan̄d éréou peûr-baduz, ann élez, péré n’hô deûz két miret hô aotrouniez, hag a zô éat-kuit eûz hô zi hô-unan.

7. Ével ma eo deûet Sodoma ha Gomorra, hag ar c’heriou war hô zrô, péré a ioa en em zirollet ével-t-hô er c’hadélez ; hag a ioa éat war-lerc’h eur c’hîk a-ziavéaz, da véza skouér d’ann tân peûr-baduz gan̄d ar boan hô deûz gouzan̄vet ;

8. Enn hévélep doaré ar ré-man̄ a zaotr ivé hô c’hîk, a zispriz ann aotrouniez, hag a zrouk-prézeg gan̄d ar veûrdez.

9. Hôgen Mikéal ann Archel, pa strivé gan̄d ann diaoul diwar-benn korf Moizez, na grédaz két hé varna gan̄d drouk-prézeg ; hôgen lavaroud a réaz : Ra drec’hô ann Aotrou ac’hanod.

10. Hôgen ar re-man̄ a zrouk-prézeg eûz ar péz ha na ouzon̄t két : hag en em zaotra a réon̄t é kémen̄t a anavézon̄t, ével loéned direiz.

11. Gwâ hî, râk kerzet hô deûz é hen̄t Kain, touellet in̄t bét dré ar gôbr ével Balaam, kollet in̄t bét évid hô énébiez ével Koré.

12. Ar ré-zé a zô ann dismégan̄s eûz hô panvéziou a garan̄tez, pa zebron̄t enn-hô héb aoun, ha na glaskon̄t néméd en em vaga hô-unan ; koabr dizour in̄t, péré a zô kaset tu-man̄ ha tu-hon̄t gan̄d ann avel : gwéz ann diskar-amzer in̄t, péré a zô difrouez, diou wéach marô, ha dic’hrisiennet :

13. Koummou diboell eûz ar môr in̄t, péré a daol ével eunn éon hô lousdôni : stéred réd in̄t, évit péré eo miret eur stourm tén̄val da vikenn.

14. Diwar hô fenn eo en deûz diouganet Énok, péhini eo bét ar seizved