Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/674

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


APOKALIPS pé DISRÉVED


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Disrével Jézuz-Krist, a zô bét rôed d’ézhan̄ gan̄d Doué, évid diskleria d’hé zervicherien ann traou a dlé choarvézout abarz némeûr ; hag en deûz rôed da anaoud dré hé Éal en deûz kaset da Iann hé zervicher,

2. Péhini en deûz rôet testéni da c’hér Doué, hag a rô testéni da Jézuz- Krist, eûz a gémen̄t en deûz gwélet.

3. Euruz ann hini a lenn hag a zélaou geriou ann diougan-man̄, hag a vîr ann traou a zô skrivet enn-han̄ ; râg ann amzer a zô tôst.

4. Iann d’ar seiz Iliz a zô enn Azia : Ar c’hrâs hag ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h dré ann hini a zô, hag a zô bét, hag a dlé don̄t : ha dré ar seiz Spéred, a zô dirâg hé drôn ;

5. Ha dré Jézuz-Krist, péhini eo ann tést gwirion, ar C’hen̄ta-ganet eûz a douez ar ré varô, hag ar Prin̄s eûz a Rouéed ann douar ; péhini en deûz hor c’haret, hag hor gwalc’het eûz hor péc’héjou enn hé c’hoad ;

6. Ha péhini en deûz hol lékéat da rouan̄télez ha da véleien da Zoué hé Dâd : dézhan̄ ra vézô ar c’hloar hag ar galloud é amzeriou ann amzeriou. Amen.

7. Chétu é teû gan̄d ar c’hoabr ; ha pép lagad her gwélô, ar ré zô-ken hô deûz hé doullet : hag boil boblou ann douar a geinô pa her gwélin̄t. Ével-sé eo. Amen.

8. Mé eo Alfa hag Oméga, ann derou hag ann divez, émé ann Aotrou Doué, péhini a zô, hag a zô bét, hag a dlé don̄t, ann Holl-c’halloudek.

9. Mé Iann hô preûr, ha péhini em eûz va lôd enn en̄krez, er rouan̄télez, hag é habaskded Jézuz-Krist, ounn bét enn énézen a c’halveur Patmos, enn abek da c’hér Doué, ha da desténi Jézuz-Krist.

10. Eur zulvez é oenn estlammet é spéred, hag é kleviz adré d’in eur vouéz é-c’hîz son eunn drompiḻ.

11. Hag a lavaré : Skriv enn eul levr ar péz a wélez, ha kâs hén̄ d’ar seiz Iliz a zô enn Azia, da Éfézuz, ha da Smirna, ha da Bergamuz, ha da Diatira, ha da Zardis, ha da Filadelfia, ha da Laodiséa.

12. Ha mé a drôaz, évit gwélout a biou é oa ar vouéz a gomzé ouz-in : ha pa oenn trôet é wéliz seiz kan̄toler aour ;

13. Hag é-kreiz ar seiz kan̄toler aour, unan hén̄vel out Mâb ann dén, gwisket gan̄d eur zaé hîr, ha gourizet a-iz hé zivronn gan̄d eur gouriz aour.

14. Hé benn hag hé vléô a ioa gwenn ével gloan gwenn, hag ével ann erc’h ; hag hé zaou-lagad a ioa ével eur flamm tân ;

15. Hag hé dreid a ioa hén̄vel oud arm, pa éma enn eur fourn dân ; hag hé vouéz ével ann trouz eûz a galz a zoureier.