16. Enn hé zourn déou en doa seiz stéren : hag eûz hé c’hénou a teûé eur c’hlézé a zaou lemm : hag hé zremm a oa ker skéduz hag ann héol enn hé ners.
17. Ha pa wéliz anézhan̄, é kouéziz d’hé dreid ével marô. Hag hén̄ a lékéaz hé zourn déou war-n-oun, ô lavarout : N’az péz kéd a aoun ; mé eo ar c’hen̄ta hag ann divéza :
18. Béô ounn, hag ounn bét marô ; ha chétu ounn béô é amzeriou ann amzeriou, hag éma gan-én̄ alc’houésiou ar marô hag ann ifern.
19. Skriv éta ar péz éc’h eûz gwélet, hag ar péz a zô, hag ar péz a dlé béza goudé.
20. Chétu ann diskleriadur eûz ar seiz stéren éc’h eûz gwélet em dourn déou, hag eûz ar seiz kan̄toler aour. Ar seiz stéren, eo ann élez eûz ar seiz Iliz : hag ar seiz kan̄toler, eo ar seiz Iliz.
1. Skriv da éal Iliz Éfézuz : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zalc’h ar seiz stéren enn hé zourn déou, hag a gerz é-kreiz ar seiz kan̄toler aour :
2. Mé a anavez da ôberiou, ha da labour, ha da habaskded ha pénaoz na hellez két gouzan̄vi ar ré zrouk ; ha pénaoz ô véza arnodet ar ré a lavar in̄t Ébestel, ha n’in̄t két, éc’h eûz hô c’havet gaouiaded :
3. Pénaoz oud habask, hag éc’h eûz gouzan̄vet enn abek d’am hanô, ha n’éc’h eûz két kollet kaloun.
4. Hôgen eunn dra em eûz da rébecha d’îd ; pénaoz éc’h eûz dilézet da garan̄tez gen̄ta.
5. Az péz koun éta a béléac’h out kouézet ; grâ pinijen, ha distrô d’as ôberiou ken̄ta : anéz é teûinn d’az kavout, hag é tenninn da gan̄toler euz hé léac’h, ma na réz pinijen.
6. Hôgen ann dra-man̄ éc’h euz a vâd, é kaséez ôberiou ann Nikolaited, péré a gasaann ivé.
7. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : D’ar gounidek é rôinn da zibri eûz ar wézen a vuez, a zô é-kreiz baradoz va Doué.
8. Skriv ivé da éal Iliz Smirna : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô ar c’hen̄ta hag ann divéza, ann hini a zô bét marô, hag a zo béô :
9. Mé a anavez da en̄krez ha da baouren̄tez ; hôgen pinvidig oud, ô véza ma lavar droug ac’hanod ar ré a lavar in̄t Iuzevien, ha n’in̄t két, hôgen péré a zô sinagog Satan.
10. N’az péz kéd a aoun eûz ar péz az lakain̄t da c’houzan̄vi. Chétu ann diaoul a lakai hiniennou ac’hanoc’h er vâc’h, évit ma viot arnodet, hag é viot en̄krézet é-pâd dék dervez. Béz féal bétég ar marô, hag é rôinn d’îd ar gurunen a vuez.
11. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : Néb a vêzô gounidek, na vézô két gloazet gan̄d ann eil varô.
12. Skriv ivé da éal Iliz Pergamuz : Chétu pétrâ a lavar ann hini en deûz eur c’hlézé a zaou lemm :
13. Mé a oar pénaoz é choumez el léac’h ma éma trôn Satan ; pénaoz éc’h euz dalc’het va hanô, ha n’éc’h euz két nac’het va feiz, enn deisiou zô-kén é péré é oé lazet An̄tipaz va zést féal, enn hô touez, é péléac’h é choum Satan.
14. Hôgen eunn dra-bennâg em euz da rebecha d’îd, pénaoz éc’h eûz tûd enn da douez hag a zalc’h kélénnadurez Balaam, péhini a zeské da Valak lakaat gwall-skouér dirâk bugalé Israel, dré ar péz a zébren̄t ha dré hô gadélez.
15. Béz’ éc’h eûz ivé gan-éz hag a zalc’h kélénnadurez ann Nikolaited.
16. Grâ ivé pinijen : anéz é teûinn d’az kavout abarz némeûr, hag é stourminn out-hô gan̄t klézé va génou.
17. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : D’ar gounidek é rôinn ar mann kuzet, hag é rôinn ivé eur méan gwenn, ha war ar méan-zé é vézô skrivet eunn hanô nevez, ha na anavez dén néméd ann hini da béhini eo bét rôet.
18. Skriv ivé da éal Iliz Tiatira :