Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/677

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
675
san̄t iann abostol.

dalc’h ar péz éc’h eûz, évit na vézô rôed da zén da gurunen.

12. Néb a vézô gounidek, é likiinn anézhan̄ da beûl é templ va Doué, ha na’z ai mui er-méaz : hag é skrivinn war-n-ézhan̄ hanô va Doué, hag hanô kéar va Doué, Jéruzalem nevez, a ziskenn eûz ann én̄v digan̄t va Doué, ha va hanô nevez.

13. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.

14. Skrîv ivé da éal Iliz Laodiséa : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô ar wirionez hé-unan, ann tést féal ha gwîrion, penn-abek krouidigez Doué :

15. Mé a anavez da ôberiou, hag a oar pénaoz n’oud na ién, na tomm. Mé a garfé é vijez ién pé domm ;

16. Hogen ô véza ma’z oud klouar, ha na’z oud na ién, na tomm, éz ann d’az c’houéda eûz va génou.

17. Lavaroud a réz : Pinvidig ounn, ha karged a vadou, ha n’em euz ézomm a nétrâ ; ha na ouzoud két pénaoz oud reûzeûdik, ha kéaz, ha paour, ha dall, ha noaz.

18. Alia a rann d’îd préna digan-én̄ aour arnodet gan̄d ann tân, évid don̄d da véza pinvidik ; ha diḻad gwenn, évid en em wiska, hag évit kuza da noazder ; hag eul louzou da larda da zaou-lagad, évit ma wéli.

19. Mé a grôz hag a gastiz ar ré a garann. Béz éta oazuz, ha grâ pinijen.

20. Chétu émounn é-tâl ann ôr, hag é skôann. Mar klev eur ré va mouéz, ha mar tigor ann ôr d’in, éz inn enn hé dî, hag é koañinn gan̄t-han̄, hag hén̄ gan-én̄.

21. Néb a vézô gounidek, é likiinn anézhan̄ da azéza gan̄-én̄ war va zrôn ; ével goudé béza bét gounidek va-unan, ounn béd azézet gan̄t va Zâd war hé drôn.

22. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.


————
IV. PENNAD.


1. Goudé-zé é selliz : ha chétu é wéliz eunn ôr digor enn én̄v : hag ar gen̄ta mouéz em boa klevet é c’hiz soun eunn drompiḻ, a lavaraz d’in : Pîñ aman̄, hag é tiskouézinn d’îd ann traou a dlé c’hoarvézout goudé-hen.

2. Ha râk-tâl é oenn estlammet é spéred : ha chétu é wéliz eunn trôn savet enn én̄v, hag eur ré azézet war ann trôn.

3. Hag ann hini a oa azézet a oa hén̄vel a zoaré oud eur méan japs ha sardin : hag eur ganévéden a ioa enn-drô d’ann trôn-zé, hag a oa hen̄vel a zoaré oud eunn émérôden.

4. Hag enn-drô d’ann trôn-zé éz oa pevar-ugen̄t trôn bihanoc’h ; ha war ann trônou-zé pévar-ugen̄t dén-kôz, gwisket gan̄d diḻad gwenn, gan̄t kurunennou aour war hô fennou.

5. Hag eûz ann trôn é tilammé luc’hed, kurunou, ha mouésiou : ha dirâg ann trôn éz oa seiz kleuzeûr en̄tanet, péré eo seiz Spéred Doué.

6. Ha dirâg ann trôn éz oa ével eur môr gwer hén̄vel out strin̄k : hag é-kreiz ann trôn, hag enn-drô d’ann trôn éz oa pévar loen leûn a zaou-lagad araog hag adrén̄.

7. Al loen ken̄ta a oa hén̄vel oud eul léon, hag ann eil loen a oa hén̄vel oud eul leûé, hag ann trédé loen en doa eunn dremm ével hini eunn dén, hag ar pévaré loen a oa hén̄vel oud eunn er war-nich.

8. Ar pévar loen hô doa péb a c’houéac’h askel ; ha leûn é oan̄t a zaou-lagad war-dro hag enn diabarz : ha na éhanen̄t da lavarout nôz-deiz ; San̄t, San̄t, San̄t eo ann Aotrou Doué holl-c’halloudek, péhini a oa, hag a zô, hag a dlé don̄t.

9. Ha pa rôé al loéned-zé gloar, hag énor, ha trugarez d’ann hini a zô azézet war ann trôn, hag a zô béô é amzeriou ann amzeriou :

10. Ar pevar-ugen̄t dén-kôz a stoué dirâg ann hini a oa azézet war ann trôn, hag a azeûlé ann hini a zô béô é amzeriou ann amzeriou, hag a daolé hô c’hurunennou dirâg ann trôn, ô lavarout :

11. Dellézeg oud, Aotrou hon Doué, da gaoud ar c’hloar, ann énor, hag ar galloud ; râk té éc’h eûz krouet pép-