a zô diskennet étrézég enn-hoc’h, gan̄d eur vuanégez vrâz, ô c’houzout pénaoz en deûz nébeûd a amzer.
13. Ha pa wélaz ann aérouan̄t pénaoz é oa bét stlapet d’ann douar, é heskinaz ar c’hrég péhini é doa ganet eur mab goaz.
14. Ha rôed é oé d’ar c’hrég diou-askel eunn er brâz, évit ma nijché el léac’h-distrô, enn hé léac’h hé-unan, ma eo maget é-pâd eunn amzer, hag amzeriou, hag ann han̄ter euz a eunn amzer, pell diouc’h dremm ann aérouan̄t.
15. Hag ann aérouan̄t a daolaz eûz hé c’henou, war-lerc’h ar c’hrég, dour ével eur ster, évid hé didenna gan̄d ar ster.
16. Hag ann douar a gen-nerzaz ar c’hrég ; digéri a réaz ann douar hé c’hénou, hag é loun̄kaz ar ster en doa taolet ann aérouan̄t eûz hé c’hénou.
17. Hag ann aérouan̄t a zavaz droug enn-han̄ oud ar c’hrég ; hag éz éaz da vrézélékaad gan̄d ann dilerc’h eûz hé gwenn, péré a vir gourc’hémennou Doué, hag a rô testéni da Jézuz-Krist.
18. Hag é choumaz war dréaz ar môr.
1. Ha mé a wélaz eul loen ô sével eûz ar môr, péhini en doa seiz penn, ha dék korn, ha war hé gerniel dék kurunen, ha war hé bennou hanvou a zrouk-prézek.
2. Hag al loen a wéliz a oa hénvel oud eul léonpard, hag hé dreid ével treid eunn ours, hag hé c’hénou ével génou eul léon : hag ann aérouan̄t a rôaz d’ézhan̄ hé ners, hag eur galloud brâz.
3. Ha mé a wélaz unan eûz hé bennou ével gouliet d’ar marô ; hag hé c’houli marvel a oé iac’héet : hag ann douar holl a oé souézet gan̄d al loen.
4. Hag hî a azeûlaz ann aérouan̄t, péhini en doa rôed he c’halloud d’al loen : hag éc’h azeûljon̄t al loen, ô lavarout : Piou a zô hén̄vel oud al loen ? Ha piou a hellô en em ganna out-han̄ ?
5. Ha rôed é oé d’ézhan̄ eur génou hag a lavaré traou brâz ha drouk-prézégou : hag ar galloud a oé rôed d’ézhan̄ da ôber ével-sé é-pâd daou miz ha daou-ugen̄t.
6. Hag hén̄ a zigoraz hé c’hénou évid drouk-prézégi ouc’h Doué, évid drouk-prézegi oud hé hanô, hag oud hé dabernakl, hag oud ar ré a choum enn én̄v.
7. Rôed é oé ivé dézhan̄ ar galloud da ôber ar brézel oud ar zen̄t, ha d’hô zrec’hi : ha rôed é oé d’ézhan̄ béli war béb breûriez, ha pobl, ha iéz, ha brôad.
8. Hag azeûlet é oé gan̄d ar ré holl a choum war ann douar, hag eûz a béré né két skrivet ann hanvou el levr a vuez ann Oan, a zô bét lazet adalek penn-ken̄ta ar béd.
9. Ma en deûz eur ré diskouarn, sélaouet.
10. Néb en dévézô kaset é sklavérez, az ai é sklavérez. Néb en dévézô lazet gan̄d ar c’hlézé, eo réd é vé lazet gan̄d ar c’hlézé. Aman̄ éma habaskded, ha feiz ar Zen̄t.
11. Ha mé a wélaz eul lôen all a zavé eûz ann douar, hag en doa daou gorn hénvel out ré ann Oan, hag a gomzé ével ann aérouan̄t.
12. Hag hén̄ a ziskouézaz holl c’halloud al loen ken̄ta dira-z-han̄ : hag é lékéaz ann douar, hag ar ré a choumé enn-han̄ da azeûli al loen ken̄ta, péhini a oa bét iac’héet eûz hé c’houli marvel.
13. Hag hén̄ a réaz burzudou brâz, bété lakaad da ziskenni ann tân euz ann én̄v war ann douar dirâg ann dûd.
14. Ha touella a réaz ar ré a choum war ann douar, gand ar burzudou a oa rôed d’ézhan̄ da ôber dirâg al loen, ô lavaroud d’ar ré a choum war ann douar, ôber eur skeûden d’al loen, péhini a vézô bét glazet gan̄d ar c’hlézé, hag a vézô c’hoaz béô.
15. Ha rôed é oé d’ézhan̄ ar galloud da rei ar vuez da skeuden al loen, ha d’hé lakaad da gomza : ha lakaad a rai da laza kémen̄d hini na azeûlô kéd al loen.
16. Lakaad a rai ivé ann holl dûd, bihan ha brâz, pinvidik ha paour,