falc’h lemm, ha trouc’h bodou gwini ann douar ; râg hé rezin a zô darev.
19. Hag ann éal a daolaz hé falc’h lemm war ann douar, hag a drouc’haz bodou gwini ann douar, hag ho zaolaz é béol vrâz buanégez Doué.
20. Hag ar véol a oé gwasket er-méaz eûz a géar, hag ar goâd a zeûaz er-méaz eûz ar véol bété gwesken ar c’hézek a-héd mil c’houec’h kan̄t stâd.
1. Ha mé a wélaz eunn arouéz all enn én̄v, brâz ha souézuz, seiz éal, péré hô doa ar seiz gouli divéza ; râg gan̄t-hô eo sévénet buanégez Doué,
2. Ha mé a wélaz é-c’hiz eur môr gwér, mesket gan̄t tân ; hag ar ré hô doa trec’het al loen, hag hé skeûden, hag ann niver eûz hé hanô, a ioa war ar môr gwér-zé, ha télennou Doué gan̄t-hô.
3. Hag hî a gané kanaouen Moizez servicher Doué, ha kanaouen ann Oan, ô lavarout : Brâz ha souézuz eo da ôberiou, ô Aotrou Doué holl-c’halloudek : da hen̄chou a zô gwirion ha gwîr, ô Doué ann amzeriou
4. Piou na zoujô ked ac’hanod, ô Aotrou, ha na veûlô két da hano ? Rak n’eûz néméd-od a gémen̄d a vé mâd : râg ann holl vrôadou a zeûi, hag a azeûlô ac’hanod, ô véza ma eo splann da varniou.
5. Ha goudé-zé é selliz, ha chétu é wéliz templ tabernakl ann desténi digor enn én̄v :
6. Hag ar seiz eal péré hô doa ar seiz gouli a zeûaz er-méaz euz ann templ, gwisket gan̄t lin glân ha kann, ha gourizet enn hô dargreiz gan̄t gourizou aour.
7. Hag unan eûz ar pevar loen a rôaz d’ar seiz éal seiz kôb aour, leûn gan̄t buanégez Doué, péhini a vév é amzeriou ann amzeriou.
8. Hag ann templ a oé leuniet gan̄d ar môged eûz a veûrdez Doué, hag eûz hé ners : ha dén na hellé mon̄d enn templ, ken na vijé bét peûr-skuḻet seiz kôb ar seiz éal.
1. Ha mé a glevaz eur vouéz gré a zeûé eûz ann templ, hag a lavaraz d’ar seiz éal : Id, ha skuḻit ar seiz kôb eûz a vuanégez Doué war ann douar.
2. Hag ar c’hen̄ta a iéaz, hag a skuḻaz hé c’hôb war ann douar : hag eur gouli drouk ha gwalluz a gouézaz war ann dûd péré hô doa merk al loen, ha war ar ré péré a azeûlé hé skeûden.
3. Hag ann eil éal a skuḻaz hé gôb war ar môr, hag é teûaz ével goâd eunn dén marô ; ha kémen̄d en doa buez er môr a varvaz.
4. Hag ann trédé éal a skuḻaz hé gôb war ar steriou, ha war vammennou ann doureier ; hag é oen̄t trôed é goâd.
5. Ha mé a glevaz éal ann doureier ô lavarout : Té a zô gwirion, ô Aotrou, té péhini a zô hag a oa San̄t, pa éc’h eûz barnet kémen̄t-sé.
6. O véza ma hô deûz skuḻet goâd ar Zen̄t hag ar Broféded, hag éc’h eûz rôet goâd d’ézhô da éva ; râk dellézeg é oan̄t eûz a gémen̄t-sé.
7. Ha mé a glevaz eunn all eûz ann aoter hag a lavaraz : Ia, Aotrou Doué holl-c’halloudek, da varnou a zô gwîr ha gwirion.
8. Hag ar pevaré éal a skuḻaz hé gôb war ann héol ; hag ar galloud a oé rôed d’ézhan̄ da en̄krézi ann dûd gan̄d ar c’hrouéz ha gan̄d ann tân.
9. Hag ann dûd a oé poazet gan̄d eur c’hrouéz vrâz, hag é trouk-prézégchon̄t gan̄d hanô Doué pehini en deûz ar galloud war ar c’houliou-zé ; ha na réjon̄d kéd a binijen évit rei gloar d’ézhan̄.
10. Hag ar pempved éal a skuḻaz hé gôb war drôn al loen ; hag hé rouan̄télez a zeûaz da véza tén̄val, hag é chaokchon̄t hô zéôdou gan̄d ho glac’har :
11. Hag é trouk-prézégchon̄t gan̄d Doué ann én̄v, enn abek d’hô glac’hariou ha d’hô gouliou : ha na réjon̄t kéd a binijen eûz hô ôberiou.
12. Hag ar c’houec’hved éal a skuḻaz hé gôb war ar ster vrâz Eufratez ;