Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/688

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
686
apokalips pé disrével

14. Ar ré-zé en em gannô oud ann Oan, hag ann Oan a vézô tréac’h d’ézhô : ô véza ma eo Aotrou ann aotrounez, ha Roué ar rouéed : hag ar ré a zô gan̄t-han̄, a zô ar ré c’halvet, ar ré zilennet, ar ré féal.

15. Lavaroud a réaz c’hoaz d’in : Ann doureier éc’h eûz gwélet el léac’h ma eo azézet ar c’hrek fall, eo ar poblou. ar brôadou, hag ann iézou.

16. Ann dék korn éc’h eûz gwélet el loen, eo ar ré a gasai ar c’hrek fall, hag hé lakai da véza glac’haret hag enn noaz, a zebrô hé c’hîk, hag a loskô anézhi gan̄d ann tân.

17. Râk Doué en deûz lékéad enn hô c’halounou ôber ar péz a fell d’ézhan̄ ; évit ma rôjen̄t hô rouan̄télez d’al loen, bété ma vézô peûr-zévénet geriou Doué.

18. Hag ar c’hrég éc’h eûz gwélet, eo ar géar vrâz, péhini é deûz ar rouan̄telez war rouéed ann douar.


————
XVIII. PENNAD.


1. Ha goudé-zé mé a wélaz eunn éal all a ziskenné eûz ann én̄v, péhini en doa eur galloud brâz : hag ann douar a oé goulaouet gan̄d hé c’hloar.

2. Hag hén̄ a griaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Kouézed eo, kouézed eo Babillon ar vrâz : ha deûed eo da géar d’ann diaoulou, ha da zigémer da bép spéred louz, ha da zigémer da bép labous louz ha kasauz :

3. O véza ma hô deûz ann holl boblou évet eûz a wîn buanégez hé gadélez ; ha ma hô deûz rouéed ann douar en em zaotret gan̄t-hi ; ha ma hô deûz marc’hadourien ann douar pinvidikéet gan̄d ann direiz euz hé dispiñ-brâz.

4. Ha mé a glevaz eur vouéz all eûz ann én̄v, hag a lavaré : Id er-meaz eûz ar géar-zé, va fobl, gan̄d aoun na zeûfac’h da véza kévrennek enn hé féc’héjou, ha n’hô pé lôd enn hé gouliou.

5. Râg hé féc’héjou a zô piñet bétég ann én̄v, ha Doué en deûz bét koun eûz hé fallagriézou.

6. Distaolid d’ézhi ével ma é deûz distaoled d’é-hoc’h ; ha rôid d’ézhi daou-c’hémen̄d-all évid hé ôberiou. Er c’hôb é péhini é deûz rôed da éva d’é-hoc’h, rôid da éva d’ézhi daou c’hémen̄d-all.

7. Kémen̄t ha ma eo en em veûlet, ha ma eo en em gavet enn dudiou, rôid d’ézhi en̄krézou ha glac’hariou : râk lavared é deûz enn hé c’haloun : Mé a zô azézet ével eur rouanez ; ha n’ounn kéd in̄tan̄vez ; ha na wélinn kéd a gaoû.

8. Dré-zé enn eunn deiz é teûi hé gouliou, ar marô, ar c’haon̄ hag ann naoun, hag é vézô losket gan̄d ann tân : râk kré eo ann Doué a varnô anézhi.

9. Ha rouéed ann douar péré a zô en em zaotret gan̄t-hi, hag hô deûz bévet enn dudiou, a wélô, hag en em c’hlac’harô war-n-ézhi, pa wélin̄t môged hé en̄tan.

10. En em zerc’hel a rain̄t pell diout-hi,gan̄d aoun râg hé en̄krézou, hag é livirin̄t : Gwa, kéar vrâz Babilon, kéar gré ; râk da varn a zô deûet enn eunn-taol.

11. Ha marc’hadourien ann douar a wélô hag a geinô war-n-ézhi ; râk dén na brénô mui hô marc’hadourésiou ;

12. Ar marc’hadourésiou aour, hag arc’han̄t, ha mein kaer, ha perlez, ha lin moan, ha mouk, ha seiz. ha tané, hag a bép koat c’houés vad, hag a bép léstr olifan̄t, hag a bép léstr mein kaer, hag arm, hag houarn, ha mein-marellet.

13. Ha kinamom, ha c’houésiou-mâd, ha louzou-c’houék, hag ézan̄s, ha gwîn, hag éôl. ha flour-bleud, ha gwiniz, ha loéned, ha dén̄ved, ha kézek, ha kirri, ha sklaved, ha tûd dieûb.

14. Hag ar frouez a c’hoan̄taé da éné a zô pelléed diouz-id, ha kémen̄t tra c’houek ha kaer a zô kolled évid-oud, ha n’hô c’havi mui.

15. Marc’hadourien ann traou-zé, péré a zô deûet pinvidik gan̄t-hi, en em zalc’hô pell diout-hi, gan̄d aoun râg hé en̄krézou, hag enn eul lén̄va, hag enn eur wéla,

16. É livirin̄t : Gwa, gwa ar géar vrâz-zé péhini a oa gwisket gan̄t lin