moan, gan̄t mouk, ha gan̄t tané, hag a oa kin̄klet gan̄d aour, gan̄t mein kaer, ha gan̄t perlez :
17. Râg enn eunn heur kémen̄d all a vadou a zô kollet. Ha kémen̄t sturier, ha kémen̄d hini a ia war zour, hag ar verdéidi, hag ar ré a ra hô gwerz war vôr, a zô en em zalc’het pell ;
18. Hag en em lékéjon̄d da c’harmi, pa wéljon̄d al léac’h eûz hé en̄tan, hag é léverjon̄t : Pé géar a zô béd hén̄vel oud ar géar vrâz-sé ?
19. Hag hî a daolaz poultr war hô fennou, hag a c’harmaz enn eul lén̄va hag enn eur wéla, ô lavarout : Gwa, gwa ar géar vrâz-zé, é péhini eo pinvidikéet dré hé dispiñ, ar ré holl hô doa listri war ar môr : râg enn eunn heur eo éad-da-nétra.
20. Laouéna diwar hé fenn, ô én̄v, ha c’houi, Abostoled ha Proféded ; râk Doué en deûz hé gwanet enn abek d’é-hoc’h.
21. Hag eunn éal kré a zavaz eur méan hén̄vel oud eur méan-milin brâz, hag hé daolaz er môr, ô lavarout : Gan̄d ann herr-zé é vézô diskaret Babilon ar géar vrâz, ha na vézô kavet mui.
22. Ha mouéz ann délennerien hag ar varzed, hag ar zutellerien hag ann drompiḻerien na vézin̄t mui kleved enn-od : ha michérour é-béd na vézô mui kaved enn-od ; ha trouz ar méan-milin na vézô mui kleved enn-od :
23. Ha goulou ar gleûzeûriou na vézô mui gwéled enn-od ; ha mouéz ann ozac’h hag ar c’hrég na vézô mui kleved enn-od : râk da varc’hadourien a ioa prin̄sed ann douar, ô véza ma hô deûz touellet ann holl boblou gan̄d da vréou.
24. Ha kaved eo béd enn-hi goâd ar Broféded hag ar Zen̄t, hag euz ar ré holl a zô bét lazet war ann douar.
1. Goudé-zé é kleviz ével mouéz eul lôd brâz a dûd enn én̄v, hag a lavaré : Alléluia : Salud, ha gloar, ha galloud d’hon Doué :
2. Râg hé varnou a zô gwîr ha gwirion ; ha ma en deûz barnet ar c’hrek fall, péhini é deûz saotret ann douar gan̄d hé gadélez ; ha ma en deûz ven̄jet goâd hé zervicherien a zô bét skuḻet gan̄d hé daouarn-hî.
3. Hag é léverjon̄d adarré : Alléluia. Hag hé môged a zavaz é amzeriou ann amzeriou.
4. Hag ar pevar dén-kôz war-n-ugen̄t, hag ar pevar loén a stouaz, hag a azeûlaz Doué, a oa azézet war ann trôn, ô lavarout, Amen : Alléluia.
5. Hag eur vouéz a zeûaz eûz ann trôn, hag a lavaraz : Meûlid hon Doué-ni, c’houi holl hé zervicherien ; ha c’houi péré a zouj anézhan̄, bihan ha brâz.
6. Ha mé a glevaz ével mouéz eul lôd braz a dûd, hag ével trouz doureier vrâz, hag ével trouz kurunou brâz, a lavaré : Alléluia ; ô véza ma en deûz rénet ann Aotrou hon Doué holl-c’halloudek.
7. Laouénaomp, ha tridomp, ha réomp gloar d’ézhan̄ ; râk deûed eo eûreûd ann Oan, hag hé c’hrég a zô en em aozet.
8. Ha rôed eo d’ézhan̄ ar galloud d’en em wiska gan̄t lin moan gwenn-kann : râg al lin moan eo mâd-ôberiou ar Zen̄t.
9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Skrîv : Euruz ar ré a zô galved da goan eûreûd ann Oan. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwîr eo ar geriou-zé a Zoué.
10. Ha mé en em strin̄kaz d’hé dreid, évid hé azeûli. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwél na rî : da gen-zervicher ounn, hag hini ar ré eûz da vreûdeûr péré hô deûz rôet testéni da Jézuz. Azeûl Doué : râk testéni Jézuz eo ar spéred a ziougan.
11. Ha mé a wélaz ann én̄v digor ; ha chétu eur marc’h gwenn, hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ a oa galvet Féal ha Gwirion, ha gan̄t gwîrionez é varn, hag é stourm.
12. Hé zaoulagad a ioa ével eur flamm tân ; ha war hé benn éz oa kalz kurunennou : hag eunn hanô skrivet en doa, ha na anavez dén é-béd némét-han̄ hé-unan.
13. Ha gwisket é oa gan̄d eur zaé