Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/690

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
688
apokalips pé disrével

livet gan̄t goâd : hag hanved é oa, Gér pé Verb Doué.

14. Hag ann arméou a zô enn én̄v a iéa war hé lerc’h war gézeg gwenn, hag hî gwisket gan̄t lin moan gwenn ha glân.

15. Hag eûz hé c’hénou é teûé eur c’hlézé lemm enn daou du, évit skei gan̄d ar boblou gan̄t-han̄ : hag hén̄ a vérô anézhô gan̄d eur wialen houarn ; hag hén̄ eo a vâc’h ar véol eûz a frouden buanégez ann Doué holl-c’halloudek.

16. Ha skrived eo war hé zaé ha war hé vorzed : Roué ar rouéed, hag Aotrou ann aotrounez.

17. Ha mé a wélaz eunn éal enn hé zâ enn héol, péhini a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, enn eul lavaroud d’ann holl laboused a nijé dré greiz ann én̄v : Deûit, hag en em strollit évit koan vrâz Doué ;

18. Évit ma tebrot kîg ar rouéed, ha kîg ar gabitaned, ha kîg ann dûd kré, ha kîg ar c’hézeg, hag ar ré a zô azézet war-n-ézhô, ha kîg ar ré zieûb, hag ar sklaved, hag ar ré vihan hag ar ré vrâz.

19. Ha mé a wélaz al loen, ha rouéed ann douar, hag hô arméou péré a oa en em strollet, évit brézélekaad oud ann hini a oa azézet war ar marc’h, hag oud hé armé.

20. Hôgen paked é oé al loen, ha gan̄t-han̄ ar fals-profed, péhini en doa gréat arouésiou dira-z-han̄, dré béré en doa touellet ar ré hô doa digémeret merk al loen, hag hô doa azeûlet hé skeûden. Hô daou é oen̄t taolet béô-buézek el lenn leskidig a dân hag a zoufr.

21. Hag ar ré all holl a oé lazet gan̄t klézé ann hini a oa azézet war ar marc’h, hag a zeûé eûz hé c’hénou, hag ann holl laboused hô doé hô gwalc’h gan̄d hô c’hîk.


————
XX. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn éal o tiskenni eûz ann én̄v, ha gan̄t-han̄ alc’houéz al loun̄k, hag eur chaden vrâz enn hé zourn.

2. Hag hén̄ a grogaz enn aérouan̄t, ann aer kôz, péhini eo ann diaoul ha Satan, hag é éréaz anézhan̄ évit mil bloaz.

3. Hag ô véza hé daolet el loun̄k, hé zerraz hag hé ziellaz war-n-ézhan̄, évit na doueljé mui ar boblou, ken na vijé peûr drémenet ar mil bloaz-zé : ha goudé-zé é tlé béza diéréet évid eunn nébeûd amzer.

4. Ha mé a wélaz ivé trônou, ha tûd a oa azézet war-n-ézhô, hag ar varn a oé rôed d’ézhô : ha mé a wélaz ivé énéou ar ré a zô bét dibennet é testéni eûz a Jézuz, hag évit gér Doué, hag ar ré n’hô deûz kéd azeûlet al loen, nag hé skeûden, ha n’hô deûz két digéméret hé verk war hô zaliou pé enn hô daouarn ; hag hî hô deûz bévet ha rénet gan̄d ar C’hrist é-pâd mil bloaz.

5. Ar ré varô all na zistrôjon̄t kéd d’ar vuez, abarz ma oé peûr-dréménet ar mil bloaz. Houn-nez eo ann dazorc’hidigez gen̄ta.

6. Euruz ha san̄tel eo ann hini, péhini en deûz lôd enn dazorc’hidigez gen̄ta : ann eil varô n’en dévézô kéd a véli war-n-ézhô ; hôgen hî a vézô béleien Doué hag ar C’hrist, hag é rénin̄t gan̄t-han̄ é-pâd mil bloaz.

7. Ha pa vézô peûr-dréménet ar mil bloaz, Satan a vézô diéréet, hag é teûiô er-méaz eûz hé brizoun, hag é touellô ar boblou a zô é pevar c’horn ann douar, Gog ha Magog, hag é strollô anézhô évid ann emgann. Ann niver anézhô a vezô hén̄vel out tréaz ar mor.

8. Ha piña a réjon̄t war léd ann douar, hag en em lékéjon̄t enn-drô da gamp ar zen̄t, ha d’ar géar karet-brâz.

9. Ha tân a ziskennaz digan̄d Doué eûz ann én̄v, hag hô devaz : hag ann Diaoul, péhini en doa hô zouellet, a oé taolet el lenn a dân hag a zoufr, é péléac’h édo al loen,

10. Hag ar fals-profed, a vézô en̄krézet nôz-deiz é amzeriou ann amzeriou.

11. Ha mé a wélaz eunn trôn brâz gwenn, hag eur ré a oa azézet war-