Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/691

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
689
san̄t iann abostol.

n-ézhan̄, a-zirâk péhini é tec’haz ann én̄v hag ann douar, hag hô léac’h na oé két kavet.

12. Ha me a wélaz ar ré varô, brâs ha bihan, a zavaz dirâg ann trôn, ha levriou a oé digoret : hag eul levr all a oé digoret, pehini eo al levr a vuez : hag ar ré varô a oé barnet war ar péz a oa skrivet el levriou-zé, hervez hô oberiou.

13. Hag ar môr a rôaz ar ré varô a oa enn-han̄ : ar marô hag ann ifern a roâz ivé ar ré varô a oa enn-hô ; ha pép-hini a oé barnet hervez hé ôberiou.

14. Hag ann ifern hag ar marô a oé taolet el lenn a dân. Hen-nez eo ann eil varô.

15. Hag ann hini ha na oe két kavet skrivet el Levr a vuez, a oé taolet el lenn a dân.


————
XXI. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn én̄v nevez, hag eunn douar nevez. Râg ann én̄v ken̄ta hag ann douar ken̄ta a oa éad é-biou, hag ar môr né oa mui.

2. Ha me Iann a wélaz ar géar zan̄tel, Jéruzalem nevez a ziskenné a Zoué eûz ann én̄v, aozet ével eur c’hrég kempennet évid hé ozac’h.

3. Ha mé a glevaz eur vouéz a zeûé eûz ann trôn, hag a lavaré : Chétu tabernakl Doué gan̄d ann dûd ; hag hén̄ a choumô gan̄t-hô. Hag hî a vézô hé bobl, ha Doué ô véza gan̄t-hô a vézô hô Doué.

4. Ha Doué a zec’hô ann holl zaérou eûz hô daou-lagad : hag ar marô na vézô mui, ha na vézô mui na doan, na garm, na glac’har, râg ann traou ken̄ta a vézô éad é-biou.

5. Hag ann hini a oa azézet war ann trôn a lavaraz : Chétu é rann pép-trâ nevez. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Skrîv, pénaoz ar geriou-man̄ a zô gwîr ha gwîrion.

6. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’in : Sévéned eo. Mé eo Alfa hag Oméga, ann derou hag ann divéz. Mé a rôi da éva évit-nétrâ, d’ar ré hô deûz séc’hed, eûz a feun̄teun ann dour a vuez.

7. Néb a vézô gounidek, en dévézô kémen̄t-sé, ha mé a vézô Doué d’ézhan̄, hag hen̄ a vézô Mâb d’in.

8. Hôgen é kén̄ver ar ré aounik hag ar re ziskrédik, hag ar ré argarzuz, hag al lazerien, hag ar c’hadaled, hag ar gon̄tammerien, hag ann idolatred, hag ann holl-c’haouiaded, é vézô hô lôd el lenn a dân loskuz hag a zoufr : énô éma ann eil varô.

9. Ha don̄d a réaz unan eûz ar seiz éal hô doa ar seiz kôp leûn gan̄d ar seiz gouli divéza, hag é komzaz ouz-in, ô lavarout : Deûz, ha mé a ziskouézô d’îd ar bried, grég ann Oan.

10. Hag hén̄ a zougaz ac’hanoun é spéred war eur ménez braz hag uc’hel, hag é tiskouézas d’in ar géar, Jéruzalem zan̄tel, péhini a ziskenné eûz ann én̄v digan̄d Doué,

11. Ha sklerder Doué gan̄t-hi : hag hé goulou a oa hén̄vel oud eur méan kaer, oud eur méan jasp, boull ével strin̄k.

12. Hag hî é doa eur vur vrâz hag uc’hel, é péhini éz oa daouzék pors, ha daouzég éal, unan out pép pors ; hag hanvou skrivet, péré eo hanvou ann daouzék vreûriez eûz a vugalé Israel.

13. War-zû ar Sâv-héol, teir zôr ; war-zû ann Han̄ter-nôz, teir zôr ; war-zû ar C’hresteiz, teir zôr ; war-zû ar Chûs-héol, teir-zôr.

14. Ha mûr ar géar é doa daouzék diazez, hag enn-hô hanvou ann daouzég Abostol euz ann Oan.

15. Hag ann hini a gomzé ouz-in, en doa eur gorsen aour, évit men̄ta ar géar, hag he fersier, hag hé mûr.

16. Hag ar géar a zô pevar-c’hornek ; ha keit eo hé héd hag hé léd. Hag hén̄ a ven̄taz ar géar gan̄d hé gorsen aour, hag é kavas daouzék mil stad : hag hé héd, hé léd hag hé uc’helded a zô kévatal.

17. Hag hén̄ a ven̄taz ar vûr anézhi, hag é kavaz pevar ilinad ha seiz-ugen̄t, diouc’h men̄t eunn dén, pehini é oa hini ann éal.

18. Hag ar vûr-zé a oa gréat gan̄d eur méan jasp : hag ar géar a oa gréat gan̄d aour glân̄ hén̄vel out gwér boull.

19. Ha diazézou mûr kéar a oa kin̄-