Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/693

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
691
san̄t iann abostol.

enn ilizou. Mé a zô grisien ha gwenn David, ar stéren lugernuz, ar stéren vintin.

17. Ar Spéred hag ar bried a lavar : Deûz. Hag ann hini a glev, lavaret : Deûz. Hag ann hini en deûz séc’hed, deûet : hag ann hini a fell d’ézhan̄, kéméret dour a vuez évit-nétrâ.

18. Râk testénia a rann da gémen̄d hini a glev geriou diougan al levr-man̄, pénaoz ma laka eunn dra ouc’h-penn, Doué a lakai war-n-ézhan̄ ar c’houliou a zô skrivet el levr-man̄.

19. Ha mar tenn eur ré eunn dra eûz a levr ann diougan-man̄, Doué a lamô digan̄t-han̄ hé lôd el levr a vuez, hag er géar zan̄tel, hag enn traou a zô skrivet el levr-man̄.

20. Néb a rô testéni eûz ann traou-man̄ a lavar : Évît-gwîr é teûinn hép-dalé. Amen. Deûz, Aotrou Jézuz.

21. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.





DIVEZ.