25. Chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é emwélinn kémen̄d-hini a zô emwadet.
26. Ann Éjipt, ha Juda, hag Édom, ha bugalé Ammon, ha Moab, hag ar ré holl péré a douz hô bléô, hag a choum enn distrô ; râg ann holl vrôadou-zé a zô dienwad ; hôgen holl vugalé Israel a zô dienwad a galoun.
1. Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, tî Israel.
2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zeskit két hen̄chou ar brôadou ; ha n’hô pézet két a aoun râg arouésiou ann én̄v, ével ma hô deûz aoun ar brôadou ;
3. Râk didalvez eo lézennou ar boblou ; râg eur c’hizeller a drouc’h eur wézen er c’hoat gan̄d ar vouc’hal ;
4. Gan̄d arc’han̄t hag aour é vrava anézhi ; hé startaad a râ gan̄t tachou ha gan̄d ar morzol, évit na fraḻô két.
5. É doaré eur wézen-balmez in̄t gréat, ha na gomzon̄t két ; réd eo hô dougen, râk na hellon̄t két kerzout ; n’hô pézet két éta a aoun ra-z-hô, râk na hellon̄t ôber na mâd na drouk.
6. N’eûz hini hén̄vel ouz-id, Aotrou ; té a zô brâz, ha brâz eo da hanô é ners.
7. Piou na zoujô két ac’hanod, ô roué ar brôadou ? Râk d’id eo ar skéd : é-touez ann holl ré fûr eûz ar brôadou, hag enn hô holl rouan̄télésiou n’eûz hini hén̄vel ouz-id.
8. Ken̄drec’het é vézin̄t ével tûd foll ha diskian̄t ; kélennadurez hô gwander eo hô c’héf.
Eûz a Darsis é tigaseur follennou arc’han̄t, hag aour eûz a Ofaz ; labour ann orféber, ha dourn ann teûzer ; gwisket in̄t gan̄t mézer glâz ha limestra ; labour ann orfébérien in̄t holl.
10. Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué ; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz ; hé vuanégez a laka ann douar da gréna ; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.
11. Ével-henn éta é léverrot : Ann douéed péré n’hô deûz két gréat ann én̄vou hag ann douar, ra vézon̄t dispennet diwar ann douar, hag eûz a zindân ann én̄vou.
12. Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz startéet ar béd gan̄d hé furnez, en deûz astennet ann én̄vou gan̄d hé boell.
13. Gan̄t trouz hé vouéz é laka kalz douréier da gouéza war ann douar, hag é sâv ar c’hoabr eûz a bennou ann douar ; ar foeltr a laka da drei é glaô, hag é tenn ann avel eûz hé den̄zoriou.
14. Diskian̄t eo ann holl dud-zé enn hô gwiziégez, mézégez ar c’hizeller eo ar skeûden ; ô véza ma eo eunn dra c’haou ar péz en deûz kizellet, ha n’eûz két a éné enn-han̄.
15. Eunn dra wân eo, hag eul labour a laka da c’hoarzin ; é amzer ar wélédigez éz ain̄t-da-gét.
16. Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄ ; râg hén̄ eo en deûz doaréet pép-trâ : Israel eo gwalen hé zigwéz ; Aotrou ann arméou eo hé hanô.
17. Stroll eûz ann douar da vézégez, té péhini a vézô grounnet.
18. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é taolinn pell ar wéach-man̄ ar ré a choum enn douar-man̄ ; ha mé hô en̄krézô enn hévélep doaré na vézô kavet hini anézhô.
19. Gwâ mé em reuz ! Gloazuz-brâz eo va gouli. Hôgen lavaret em eûz : Va c’hlén̄ved eo, hé zougen a rinn.
20. Va zelt a zô bét diskaret, hé holl gerdin a zô bét torret ; va bugalé a zô éat-kuît diouz-in, ha n’in̄t mui dén évit steña va zelt, hag évit sével va c’hrec’hin.
21. Râg ar vésérien hô deûz embréget enn eunn doaré diskian̄t, ha n’hô deûz két klasket ann Aotrou ; dré-zé in̄t bét diboell, hag hô holl zén̄ved a zô bét skiñet.
22. Chétu é teû eunn trouz brâz, hag eur gwall géflusk eûz a zouar ann han̄ter-noz ; évit ma lakai kériou Juda ével eunn distrô, ha ma choumô ann aéred enn-hô.