Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
levr ar profed jérémias.

23. Mé a oar, Aotrou, pénaoz hen̄t ann dén na zalc’h két diout-han̄ : ha penaoz né két dré-z-han̄ hé-unan̄ é valé, hag é kerz ann dén.

24. Kastiz ac’hanoun, Aotrou, hôgen enn da reizded, ha nann enn da frouden, gan̄d aoun n’am c’haschez-da-gét.

25. Skuḻ da frouden war ar brôadou péré n’hô deûz két da anavézet, ha war ar brovin̄sou péré n’hô deûz két galvet da hanô : râg hî hô deûz débret Jakob, hag hô deûz hé loun̄ket ; hé gaset hô deûz da-gét, ha kaset hé akéd da-nétrâ.


————


XI. PENNAD


Doué a zifenn da Jérémias na bédô évit Juda hag évit Jéruzalem.


1. Chétu gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

2. Sélaouit gériou ar gévrédigez-man̄, ha komzit out tûd Juda, hag oud ar ré a choum é Jéruzalem,

3. Ha livirit d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Milliget ra vézô ann dén, ha na zélaouô két gériou ar gévrédigez-man̄,

4. Em eûz gréat gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt, eûz ar fourn houarn, ô lavarout : Sélaouit va mouéz, ha grît kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’é-hoc’h ; ha c’houi a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’é-hoc’h.

5. Évit ma sévéninn a-névez al lé em eûz gréat d’hô tadou, pénaoz é rôinn d’ézhô eunn douar, é péhini é redô al léaz hag ar mél, ével ma c’hoarvez hiriô. Ha mé a respoun̄taz : Ével-sé bézet gréat, Aotrou.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Embann ar gériou-man̄ é kériou Juda, hag er-méaz eûz a Jéruzalem, ô lavarout : Sélaouit gériou ar gévrédigez-man̄, ha mirit-hô.

7. Râk pédet stard em eûz hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, bétég-henn ; hô fedet stard em eûz diouc’h ar min̄tin, ô lavaront : Sélaouit va mouéz :

8. Ha n’ho deuz két sélaouet, ha n’hô deuz két dinaouet hô skouarn ; hôgen pép-hini anézhô en deûz kerzet é gwallégez hé galoun saotr ; hag em eûz digaset war-n-ézhô holl c’hériou ar gévrédigez-man̄, em eûz gourc’hémennet d’ézhô ma rajen̄t, ha n’hô deuz két gréat.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Eunn dispac’h a zô bét savet é-touez tûd Juda ha tûd Jéruzalem.

10. Distrôet in̄t da fallagriézou ken̄t hô zadou, péré né két bét fellet d’ézhô sélaoui va gériou. Ar ré-man̄ ivé a zô éat war-lerc’h douéed a-ziavéaz, hag hô deûz hô azeûlet ; tî Israel ha tî Juda hô deûz torret ar gévrédigez em bôa gréat gan̄d hô zadou.

11. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a zigasô war-n-ézhô drougou, diout péré na hellin̄t két tec’hout ; hag hî a c’harmô étrézég enn-oun, ha na zelaouinn két out-hô.

12. Ha kériou Juda, ha tûd Jéruzalem a iélô, hag a c’harmô étrézég ann douéed da béré é kennigon̄t sakrifisou ; hag ar ré-man̄ n’hô dieûbô két é amzer hô en̄krez.

13. Râk ker paot ha da gériou é oa da zouéed, ô Juda ; ha ker paot ha ruou Jéruzalem é oa da aotériou a vézégez, da aoteriou évid ôber sakrifisou da Vaal.

14. Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na zâv két da c’harm ha da béden évit-hô : râk na zélaouinn két out-hô é amzer hô garm étrézég enn-oun, é amzer hô en̄krez.

15. A béléac’h é teû ma en deûz gréat va muia-karet kalz gwallou em zî ? Hag ar c’hîk san̄tel a lamô diouz-id da zrougiez, é péhini é fougéez ?

16. Eur wézen-olived strujuz, kaer, frouézuz, koan̄t, en deûz ann Aotrou galvet da hanô ; hôgen out trouz hé vouéz, eunn tân brâz a zô kroget enn-hi, hag hé skourrou a zô bét dévet.

17. Râg Aotrou ann arméou péhini en deûz da blan̄tet, en deûz lavaret drouk war-n-od, enn abek da wallou, tî Israel ha tî Juda, hô deûz gréat enn