holl warégou a zô steñet. Karn treid hé gézek a zô ével bili, ha rôdou hé girri ével err ann arné.
29. Hén̄ a iudô ével eul léon ; iuda a rai ével léonédigou ; skrija a rai, hag é krogô enn hé breiz ; hé gâs a rai, ha na vézô dén évid hé denna diout-han̄.
30. Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr ; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz.
1. Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd ; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.
2. Ar sérafined a oa enn hô sâ a-ziouc’h d’ézhan̄ : c’houéac’h askel en dôa pép-hini anézhô ; gan̄d diou é kuzen̄t he benn, gan̄d diou é kuzen̄t hé dreid, ha gan̄d diou é nichen̄t.
3. Hag é c’harmen̄t ann eil oud égilé, hag é lavaren̄t : San̄t, san̄t, san̄t, eo ann Aotrou, Doué ann arméou, ann douar holl a zo leûn eûz hé c’hloar.
4. Ha postou ann ôr a oé horellet, ker skiltr oa ar garm-zé, hag ann tî a oé leun a vôged.
5. Neuzé é liviriz : Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.
6. Hag unan eûz ar sérafined a nichaz étrézég enn-oun, hag eur vilien danuz enn hé zourn, en dôa kéméret gan̄d eur gével diwar ann aoter.
7. Hag hen̄ a stokaz gan̄t-hi out va génou, hag a lavaraz : Chétu é deuz stoket-hî oud da vuzellou, hag é vézô lamet da fallagriez hag é vézô glanet da béc’hed.
8. Hag é kleviz mouéz ann Aotrou a lavaraz : Piou a gasinn-mé ? Ha piou a iélô évid-omp ? Ha mé a lavaraz : Chétu mé, kâs ac’hanoun.
9. Hag hén̄ a lavaraz : Kéa, ha lavar d’ar bobl-zé : O klevout, klevit, ha na boellit két ; ô kwélout, gwélit, ha na anavézit két.
10. Dall kaloun ar bobl-zé, ha pounnéra hé ziskouarn, ha serr hé zaoulagad, gan̄d aoun na wélché gan̄d hé zaoulagad, na glevché gan̄d hé ziskouarn, ha na boelché gan̄d hé galoun, na zistrôjé ouz-in, ha na zeûjenn d’hé iac’haat.
11. Ha mé a lavaraz : Bété pégeit, Aotrou ? Hag hén̄ a lavaraz : Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.
12. Ann Aotrou a gasô pell ann dud, hag al lôd tûd a vézô bét dilézet é-kreiz ar vrô, a greskô é niver. (T).
13. Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou : hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel.
1. É deisiou Ac’haz, mâb Joatan, mâb Ozias, roué Juda, Rasin roué Siria, ha Faséé, mâb Romélias, roué Israel, a biñaz étrézé Jéruzalem, évit stourmi out-hi ; hôgen na helchon̄t két hé c’hémérout.
2. Hag é oé rôet da anaout da di David pénaoz ar Siria é dôa gréat kévrédigez gan̄d Éfraim ; ha kaloun Ac’haz, ha kaloun hé bobl a oé horellet, ével ma eo horellet gwéz ar c’hoajou gan̄d ann avel.
3. Hag ann Aotrou a lavaraz da Isaias : Kéa da ziambrouga Ac’haz, té ha Jasub da vâb, péhini a zô choumet