Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
levr ar profed jérémias.


XIX. PENNAD


Pôd prî torret gan̄t Jérémias.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Kéa, ha kémer eur pôd prî gréat gan̄d eur pôder, ha kâs gan-éz eûz a hénaoured ar bobl, hag eûz a hénaoured ar véléien :

2. Ha kéa er-méaz étrézé traon̄ien mâb Ennom, péhini a zô râg-eeun da borz ar bôdérez-prî : hag énô é prézégi ar gériou a livirinn d’id.

3. Hag é liviri : Sélaouit gér ann Aotrou, rouéed Juda, ha tûd Jéruzalem : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a gasô war al léac’h-man̄ eunn en̄krez ker brâz, ma voudô hé ziskouarn da gémen̄d hini a glévô hanô anézhan̄.

4. O véza ma hô deûz va dilézet, ha lékéat al léac’h-man da zaotr, ô kenniga sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, ha na anavézen̄t két, nag hî, nag hô zadou, na rouéed Juda ; ha ma hô deûz leûniet al léac’h-man̄ a c’hoad ar ré zinam :

5. Ha ma hô deûz savet lec’hiou huel da Vaal, évit leski hô bugalé enn tân é sakrifiz da Vaal ; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet d’ézhô, a béhini n’em eûz két komzet, ha né két bét savet em c’haloun.

6. Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô mui hanvet al léac’h-man̄ Tofet, na traon̄ien mâb Ennom, hôgen traon̄ien al lazérez.

7. Bévézi a rinn el léac’h-man̄ Kuzul Juda ha Jéruzalem, ha mé hô dispennô gan̄d ar c’hlézé dirâg hô énébourien, ha gan̄d dourn ar ré a glaskô hô buez : hag é rôinn hô c’horfou-marô da voéd da evned ann éñv, ha da loéned ann douar.

8. Er zaouzan hag er c’houiban é likiinn ar géar-man̄ : kémen̄d hini a dréménô ébiou d’ézhi a vézô saouzanet, hag a c’houibanô diwar-benn hé holl c’houliou.

9. Hô boéta a rinn gan̄t kig hô mipien, ha gan̄t kîg hô merc’hed ; pép-hini a zebrô ivé kîg hé viñoun é-pad ar grounnadur, pa vézin̄t en̄ket ha gourizet gan̄d hô énébourien, ha gan̄d ar ré a glaskô hô buez.

10. Neûzé é torri ar pôd dirâg ann dûd a iélô gan̄-éz.

11. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou, ann arméou : Ével-sé é vrévinn ar bobl-zé, hag ar géar-zé, ével ma eo brévet ar pôd prî, ha na hell mui don̄d d’hé stad gen̄ta ; hag hî a vézô bésiet é Tofet, ô véza na vézô mui léac’h all é-béd évit bésia.

12. Ével-sé é rinn d’al léac’h-zé, émé ann Aotrou, ha d’ar ré a choum enn-han̄ ; hag é-c’hiz Tofet é likiinn ar géar-zé.

13. Tiez Jéruzalem ha tiez rouéed Juda a vézô dic’hlan ével Tofet ; ann holl diez war lein péré hô deûz kenniget sakrifisou da holl armé ann éñv, hag hô deûz skuḻet braoued-kennigou da zouéed a-ziavéaz.

14. Hôgen Jérémias a zeûaz eûz a Dofet, é péléac’h en dôa ann Aotrou hé gaset évit diougani, hag en em lékéaz enn hé zâ é porched tî ann Aotrou, hag é lavaraz d’ann holl bobl :

15. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a gasô war ar géar-man̄, ha war hé zréfiou, ann holl zrougou am eûz lavaret enn hô énep, ô veza ma hô deûz kalédet hô fenn, évit na zélaouchen̄t két va gériou.


————


XX. PENNAD


Jérémias a zô lékéat er vâc’h dré urs Fassur.


1. Fassur, mâb Emmer ar bélek, péhini a oa da brins é tî ann Aotrou, a glévaz Jérémias ô tiougani enn doaré-zé.

2. Ha Fassur a skôaz gan̄t Jérémias ar profed, hag a lékéaz hé gas d’ar vâc’h, a ioa out pors huéla Ben̄jamin, é tî ann Aotrou.

3. Hag an̄tronôz da c’houlou-deiz Fassur a lékéaz tenna Jérémias eûz ar vâc’h. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhañ : Ann Aotrou na c’halv mui ac’ha-