ann Aotrou, hô Doué, ma hô deûz azeûlet douéed a-ziavéaz, ha ma hô deûz hô servichet.
10. Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄ ; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.
11. Rég ével-henn é lavar ann Aotrou da Zellum, mab Josias, roué Juda, péhini a rénaz e léac’h Josias hé dâd, hag a zô éat er-méaz eûz al léac’h-zé : na zistrôiô mui dî.
12. Hôgen el léac’h é péhini em eûz lékéat hé zizougen, éno é varvô, ha na wélô mui ar vrô-man̄.
13. Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall ; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.
14. Péhini a lavar : Sével a rinn évid-oun eunn ti éc’hon, ha kamprou lédan ; péhini a zigor kalz prénestrou, hag a râ koadachou gwéz-sedr, hag hô lîv gan̄t tané.
15. Ha réna a rî gwelloc’h, ô véza en em geidez oud eur wézen-sedr ? Da dâd ha n’en deûz-hen két débret hag évet, ha gréat barnédigez ha reizded, ha kémen̄t-sé évid hé vâd ?
16. Kéfridi ar paour hag ann tavan̄tek en deûz barnet enn hé c’hounid ; ha né két ô véza ma en deûz va anavézet, émé ann Aotrou ?
17. Hôgen da zaoulagad ha da galoun na glaskon̄t néméd ar bizoni, skuḻa ar goad dinam, drouk-komza, ha rédeg étrézég ar gwall-ôberiou.
18. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn Joakim, mâb Josias, roué Juda : Na welin̄t két anézhan̄, ô lavarout : O va breûr ! ô va c’hoar ! Na geinvanin̄t két war-n-éz-han̄, ô lavarout : O roué ! ô brasder !
19. É béz ann azen é vézô bésiet ; brein é vézô taolet er-méaz eûz a bersier Jéruzalem.
20. Pîñ war al Liban, ha garm : Sâv da vouéz é Basan, ha garm étrézég ar ré a ia ébiou, râg ar ré az karé a zô bét brévet.
21. Komzet em eûz ouz-id enn da founder ; hag éc’h eûz lavaret : Na zélaouinn két. Hen-nez eo bét da hen̄t adalek da iaouan̄ktiz, na zélaouchez két va mouéz.
22. Da holl vésérien a ruflô ann avel, hag ar ré az karé a iélô é sklavérez ; ha neûzé é vézi mézékéet, hag é teûi da rusia eûz da holl zrougiez.
23. Té péhini a zô azézet war al Liban, hag a râ da neiz er gwéz-sedr, péger brâz é vézô da glemmou, pa zeûiô gwen̄trou d’id, ével gwen̄trou eur c’hrég é gwilioud ?
24. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou ; ha pa vé Jékonias, mâb Joakim roué Juda, ével eur walen war va dourn déhou, é tenninn anézhan̄ ac’hanô.
25. Ha mé az rôiô étré daouarn ar ré a glask da vuez, hag étré daouarn ar ré râk dremm péré é spoun̄tez, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn ar C’haldéed.
26. Ha mé az kasô, té ha da vamm péhini é deûz da c’hanet, da eur vrô a-ziavéaz, é péhini n’oc’h két bét ganet ; hag énô é varvot :
27. Ha na zistrôin̄t mui d’ar vrô étrézé péhini é huanad hô éné, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei dî.
28. Ha né két eur pôd pri torret ar Jékomias-zé ? Ha né két eul léstr hép talvoudégez é-béd ? Pérâg ef-hén bét distolet, hen̄ hag hé wenn, hag in̄t-hi bét kaset da eur vrô ha na anavézen̄t két ?
29. Douar, douar, douar, sélaou gér ann Aotrou.
30. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Skrîv pénaoz ann dén-zé a vézô difrouez ; ha na zeûiô nétrâ da vâd d’ézhañ a-héd hé zeisiou : râk na zeûiô két eûz hé wenn eunn dén hag a azézô war drôn David, nag en dévézô hivizikenn béli é-béd é Juda.
1. Gwâ ar vésérien a zispenn hag a zirog dén̄ved va feûrvan, émé ann Aotrou.