2. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, d’ar vésérien a rén va fobl : C’houi hoc’h eûz skiñet va dén̄ved, hô distolet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két hô emwélet ; chétu mé a emwélô ac’hanoc’h enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou.
3. Ha mé a strollô ann dilerc’h eûz va dén̄ved, eûz ann holl vrôiou é péré em bézô hô harluet ; hag hô likiinn da zistrei d’hô farkou ; hag hî a greskô hag a baottô ;
4. Lakaad a rinn war-n-ézhô mésérien, hag hô mesô ; na vézin̄t mui enn aoun hag er spoun̄t ; ha na ziouérô hini anézhô, émé ann Aotrou.
5. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da zével da Zavid eur wenn reiz ; eur roué hag a rénô, hag a vézô fur, hag a rai barnédigez ha reizded war ann douar.
6. Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, hag Israel a choumô gan̄t fisiañs ; hag hé-man̄ eo ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄ : Ann Aotrou hor reiz.
7. Râk-sé chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, ma na vézô mui lavaret : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt :
8. Hôgen : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet ha digaset gwenn tî Israel eûz a zouar ann han̄ter-noz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô distolet ; hag hî a choumô enn hô brô hô-unan.
9. D’ar broféded : Brévet eo bét va c’haloun enn-oun, va holl eskern hô deûz krénet : deûet ounn ével eunn dén mezô, hag ével eunn dén leûn a win, dirâg ann Aotrou, ha dirâg hé c’hériou san̄tel.
10. Râk leûn eo ann douar a avoultrérien, râg ann douar a léñv dirâg al léou ; séac’h eo deûet mésiou ann distrô ; droug eo bét hô réd, ha direiz hô galloud.
11. Râg ar profed hag ar bélek a zô en em zaotret ; hag em zî em eûz kavet hô droug, émé ann Aotrou.
12. Râk-sé hô hen̄t a vézô ével eur riskaden enn dévalien : boun̄tet é vézin̄t, hag é kouézin̄t kévret ; râk mé a gasô droug war-n-ézhô, é bloaz va emwél, émé ann Aotrou.
13. É proféded Samari em eûz gwélet ann diboell : hî a ziougané é hanô Baal, hag a douelle va fobl a Israel.
14. Gwélet em eûz profeded Jéruzalem hén̄vel oud avoultrérien, hag oc’h heûlia hen̄t ar gévier ; hag hô hô deûz startéet dourn ar ré zroug, évit na zistrôjé két pép-hini eûz hé zrougiez ; deûet in̄d holl évid-oun ével Sodoma, hag ar ré a choum enn-hi ével Gomorra.
15. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou d’ar broféded : Chétu mé a voétô anézhô gan̄t vuélen, hag a zourô anézhô gan̄t béstl ; râg eûz a broféded Jéruzalem eo deûet ar saotr war ann douar holl.
16. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Na zélaouit két gériou ar broféded a ziougan d’é-hoc’h, hag a douell ac’hanoc’h : gwélédigez hô c’haloun hô-unan a lévéron̄t, ha nann eûz a c’hénou ann Aotrou.
17. Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun : Ann Aotrou en deûz lavaret : Ar péoc’h hô pézô ; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret ; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h
18. Râk piou a zô bét é kuzul ann Aotrou, hag en deûz hé wélet, hag en deûz klévet hé chér ? Piou en deûz lékéat évez oud hé c’hér, hag en deûz hé zélaouet ?
19. Chétu korven̄ten buanégez ann Aotrou a zeû er-méaz, ann arné a darz hag a gouézô war benn ar ré fallagr.
20. Na zistrôiô két frouden ann Aotrou, kén n’en dévézô gréat, kén n’en dévézô peûr-c’hréat mennoz hé galoun : enn deisiou divéza é poellot hé guzul.
21. Na gasenn két ar broféded-zé, hag hî a rédé ; na gomzenn két out-hô, hag hî a ziougané.
22. Ma vijen̄t bét savet em c’huzul, ha ma hô dévijé rôet da anaout va gériou d’am pobl, em bijé bépréd hô distrôet eûz hô hen̄t fall, hag eûz hô gwall vénosiou.
23 Ha Doué a dôst ounn-mé, émé