12. Ha mé a gomzaz out Sédésias, roué Juda, hervez ann holl c’hériou-zé ô lavarout : Plégid hô kouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em likiit dindân hé c’halloud hag hini hé bobl, hag é vévot.
13. Pérâg é varvot-hu, té ha da bobl gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, ével m’en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn ar vrôad ha na vézô két bét fellet d’ézhi en em lakaad dindân galloud roué Babilon ?
14. Na zélaouit két gériou ar broféded, a lavar d’é-hoc’h : Na gouézot két dindân galloud roué Babilon ; râg gévier a lévéron̄t d’é-hoc’h,
15. O véza n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou ; hag hî a ziougan em hanô é gaou ; évid hô tisteûrel, hag hô kas-da-gét, c’houi, hag ar broféded a ziougan d’é-hoc’h.
16. Ha mé a gomzaz ivé oud ar véléien, hag oud ar bobl-man̄, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zélaouit két gériou hô proféded, péré a ziougan d’é-hoc’h, ô lavarout : Chétu listri tî ann Aotrou a zistrôiô abarz némeur eûz a Vabilon : râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h.
17. Na zelaouit két éta anézhô, hôgen en em likiit dindân galloud roué Babilon, évit ma vévot. Pérâg é vé rôet ar géar-man̄ da eunn distrô ?
18. Ha mar d-in̄t proféded, ha mar d-éma gér ann Aotrou enn-hô, ra harzin̄t oud Aotrou ann arméou, évit n’az ai két al listri a zô choumet é tî ann Aotrou, hag é tî roué Juda, hag é Jéruzalem, da Vabilon.
19. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou diwar-benn ar peûliou, hag ar môr, hag ar steûdennou, hag al listri all a zô choumet er géar-man̄.
20. Péré n’in̄t két bét kaset gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, pa zizougaz Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, eûz a Jéruzalem da Vabilon, hag ar ré-gen̄ta holl eûz a Juda hag eûz a Jéruzalem.
21. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel diwar-benn al listri a zô choumet é tî ann Aotrou ; hag é tî roué Juda ha Jéruzalem.
22. Da Vabilon é vézin̄t dizouget, hag énô é choumin̄t bétég ann deiz é péhini é emwélinn anézhô, émé ann Aotrou, hag é rinn hô digas adarré, hag hô lakaad enn hô léac’h ken̄ta.
1. C’hoarvézoud a réaz er bloaz-zé, er penn-ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, er pévaré bloaz, er pempved mîz, pénaoz Hananias, mâb Azur, profed eûz a C’habaon, a gomzaz ouz-in é tî ann Aotrou, dirâg ar véléien, hag ann holl bobl, ô lavarout :
2. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Torred eo bét gan-én̄ géô roué Babilon.
3. C’hoaz daou vloaz, ha mé a lakai da zigas adarré el léac’h-man̄ holl listri tî ann Aotrou, en deûz kéméret Nabukodonor, roué Babilon, eûz al léac’h-man̄, hag en deûz dizouget da Vabilon.
4. Ha Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, hag ar ré holl a zô bét dizouget eûz a Juda, ha kaset da Vabilon, a likiinn da zistrei el léac’h-man̄, émé ann Aotrou ; râk mé a dorrô géô roué Babilon.
5. Neûzé Jérémias, ar profed, a lavaraz da Hananias ar profed, dirâg ar véléien, ha dirâg ann holl bobl, a ioa enn hé zâ é tî ann Aotrou.
6. Hag ar profed Jérémias a lavaraz : Amen, bézet gréat ével-sé gan̄d ann Aotrou ; ra zévénô ann Aotrou ar gériou éc’h eûz diouganet, évit ma vézô digaset al listri da dî ann Aotrou, ha ma tistrôi el léac’h-man̄ ar ré holl a zô bét dizouget da Vabilon.
7. Hôgen sélaou ar gér a livirinn, évit ma her c’hlévi, ha ma vézo klévet gan̄d ann holl bobl :
8. Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.
9. Mar teû eur profed da ziougani