15. Komz out-han̄, ha laka va geriou enn hé c’hénou ; ha mé a vêzô enn da c’hénou, hag enn hé c’hénou, hag é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a dléid da ôber.
16. Hén̄ a gomzô évid-od oud ar bobl, hag a vézô da c’hénou ; ha té a rénô anézhan̄ é kémen̄d a zell ouc’h Doué.
17. Kémer ivé enn da zaourn ar wialen-zé, gan̄t péhini é rî burzudou.
18. Moizez a iéaz-kuît, hag a zistrôaz étrézé Jétro hé dâd-kaer, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rann, hag é tistrôinn étrézé va breûdeûr enn Éjipjt, da wélout hag hî a zô c’hoaz béô. Ha Jétro a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é péoc’h.
19. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez é Madian : Kéa, ha distrô d’ann Éjipjt ; râg ar ré holl a glaské da laza, a zô marô.
20. Moizez a géméraz éta hé c’hrég, hag he vipien, hag hô lékéaz war eunn azen, hag a zistrôaz d’ann Éjipjt, ô tougen enn hé zourn gwialen Doué.
21. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ pa zistrôé d’ann Éjipjt : Laka évez da ôber dirâk Faraon ann holl vurzudou em eûz lékéad enn da zourn ; mé a galédô hé galoun, ha na lézô két ar bobl da von̄t-kuît.
22. Ha té a lavarô da Faraon : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Vâ mâb ken̄ta-ganet eo Israel.
23. Hé lavaret em eûz d’id : Lez va mâb da von̄t, évit ma rai gwazoniez d’in ; ha né két felled d’id hé lézel da von̄t ; chétu éz ann da laza da vâp-héna.
24. Hôgen pa édô Moizez enn hen̄t, en em ziskouezaz ann Aotrou d’ézhan̄ enn hostaléri, hag é fellé d’ézhan hé laza.
25. Séfora a géméraz râk-tâl eur méan lemm, hag a drouc’haz pôd-mézen hé mâb ; hag ô lakaad he dourn war dreid Moizez, é lavaraz : Eur pried a c’hoad oud d’in.
26. Hag ann Aotrou a lézaz Moizez, goudé ma é dôé lavaret-hî : Eur pried a c’hoad oud, enn abek d’ann enwad.
27. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Aaron : Kéa war arbenn da Voizez enn distrô. Hag hén̄ a iéaz war hé arbenn (T) war vénez Doué, hag a bokaz d’ézhan̄.
28. Ha Moizez a zanévellaz da Aaron kémen̄d en dôa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄ oc’h hé gâs, hag ar vurzudou en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ da ôber.
29. Hag é teûjon̄t hô daou, hag é tastumchon̄t holl ré gôz é-touez bugalé Israel. (T).
30. Hag Aaron a zanévellaz kémen̄d en dôa ann Aotrou lavaret da Voizez ; hag é réaz burzudou dirâg ar bobl.
31. Hag ar bobl a grédaz. Ha pa glevchon̄t pénaoz é oa deûet ann Aotrou da welout bugalé Israel, ha pénaoz en dôa sellet out hô glac’har, é stouchon̄t hag éc’h azeûlchon̄t.
1. Goudé-zé Moizez hag Aaron a iéaz da gavout Faraon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Léz da von̄t va fobl évit ma rai eur sakrifiz d’in enn distrô.
2. Ha Faraon a lavaraz : Piou eo ann Aotrou, évit ma sélaoufenn hé vouéz, ha ma léschenn da von̄t Israel ? Na anavézann két ann Aotrou, ha na lézinn két Israel da von̄t.
3. Hag hî a lavaraz : Doué ann Hébréed en deûz hor galvet, évit ma’z aimp tri dévez kerzed enn distrô, ha ma raimp eur sakrifiz d’ann Aotrou hon Doué ; gan̄d aoun na c’hoarvézché gan-é-omp bosen pé klézé.
4. Roué ann Éjipt a lavaraz d’ézhô : Moizez hag Aaron, pérâg é tistrôit-hu ar bobl dioc’h hé labour ? Id d’hô karg.
5. Ha Faraon a lavaraz c’hoaz : Brâz eo pobl ann douar-zé ; ha c’houi a wél pénaoz eo kresket meûrbéd. Pégémen̄t é kreskfé c’hoaz ma vé rôed d’ézhan̄ éhan enn hé labouriou ?
6. Rei a réaz éta ar gourc’hémenn-man̄ enn deiz-zé d’ar ré a oa é penn