al labouriou, ha da rénerien ar bobl, ô lavarout :
7. Na rôot mui a gôlô, ével a gen̄t, d’ar bobl-zé évid ôber hô brikennou ; hôgen éan̄t hô-unan da zastumi kôlô.
8. Ha c’houi hô lakai da ôber kémen̄d a vrikennou hag a réan̄d araok, hép digreski hini. Tûd in̄t a zô vak war-n-ézhô (T) ; ha râk-sé eo é c’harmon̄t, ô lavarout : Déomp da ôber eur sakrifiz d’hon Doué.
9. Ra vézin̄t karget a labour, ha r’her grain̄t holl évit na livirin̄t mui gevier.
10. Neûzé ar ré a oa é penn al labouriou, ha rénerien ar bobl, a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar Faraon : Na rôinn mui a gôlô d’é-hoc’h.
11. Id, ha dastumit kôlô el léac’h ma hellot kavout ; ha koulskoudé na vézô digresket nétrâ eûz hô labour.
12. Ar bobl éta en em skiñaz dré holl vrô ann Éjipt évid dastumi kôlô.
13. Hag ar ré a oa é penn al labouriou a hasté anézhô ô lavarout : Grit bemdéz ann hévélep labour ével ma réac’h pa rôed kôlô d’é-hoc’h.
14. Hag ar ré a oa é penn labouriou bugalé lsrael, a oé skourjézet gan̄t rénerien Faraon, ô lavarout : Pérâk n’hoc’h eûz-hu két rôet déac’h nag hîriô kémen̄d a vrikennou ével a gen̄t ?
15. Neûzé ar ré a oa é penn bugalé Israel a zeûaz da gavout Faraon, hag enn eur c’harmi, a lavaraz : Pérâg é réz-té ével-sé é-ken̄ver da zervichérien ?
16. Na rôeur kéd a gôlô d’é-omp, hag é c’houlenneur digan-é-omp kémen̄d all a vrikennou. Chétu ni da zervichérien a zô skourjézet, ha da bobl a zô gwâll-aozet a-énep gwir.
17. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhô : Tûd oc’h a zô vak war-n-hoc’h (T), ha râk-sé eo é livirit : Déomp da ôber eur sakrifiz d’hon Aotrou.
18. Id éta, ha labourit ; na vézô két rôed a gôlô d’é-hoc’h, hag e rôot brikennou ével a gen̄t.
19. Ar ré a oa é penn bugalé Israel en em gavaz éta é poan, ô véza ma oa bét lavaret d’ézhô : Na vézô digresket hini eûz ar brikennou a dléit da rei bemdéz.
20. Hag ô véza en em gavet gan̄t Moizez hag Aaron, péré a oa choumet war-harz bété ma teûjon̄t eûz a gén̄ver Faraon,
21. É léverchon̄t d’ézhô : Ra wélô ann Aotrou ha ra varno, ô véza ma hoc’h eûz hol lekéat da véza argarzuz dirâk Faraon ha dirâg hé zervichérien, ha ma hoc’h eûz rôed dézhan̄ eur c’hlézé évid hol laza.
22. Neûzé Moizez a zistrôaz oud ann Aotrou, hag a lavaraz dézhan̄ : Aotrou, pérâg éc’h eûz-té glac’haret ar bobl-zé ? Perâg éc’h eûz-té va digaset ?
23. Râg abaoé ma ounn éad da gavout Faraon, évit komza out-han̄ enn da hanô, en deûz glac’haret da bobl, ha n’éc’h eûz két hen tennet a boan.
1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Bréma é wéli pétrâ a rinn da Faraon ; râk gan̄d eunn dourn kré é kasô-kuît ann Israélited, ha gan̄d eunn dourn nerzuz hô lakai er-méaz eûz hé vrô.
2. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou,
3. Péhini a zô en em ziskouézet da Abraham, da Izaak, ha da Jakob dindan hanô ann Doué holl-c’halloudek ; hôgen n’em eûz két rôet da anaout d’ézhô va hanô a Adonai.
4. Gréad em eûz ivé kévrédigez gan̄t-hô, ha touet ma rôjenn d’ezhô douar Kanaan, douar ho ergerz, é péhini in̄t bét ével diavésidi.
5. Mé em eûz klevet keinvan bugalé Israel, péré a zô gwasket gan̄d ann Éjiptianed ; hag eo deûet koun d’in eûz va c’hévrédigez.
6. Râk-sé lavar da vugalé Israel : Mé eo ann Aotrou, péhini en deûz hô tennet eûz a vâc’h ann Éjiptianed, hag hô tennô eûz ar sklavérez, hag hô tasprénô gan̄d eur vréac’h kré, ha gan̄t barniou brâz.