Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
ann eksod.

brô Jésen, é péhini éma va fobl, eunn douar burzuduz, ha na vézô kéd a gelien enn-han̄ ; évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou eûz ann douar holl.

23. Ha mé a lakai eur rann étré va fobl ha da bobl ; war-c’hoaz é c’hoarvézô ann arouéz-zé.

24. Hag ann Aotrou a réaz ével-sé. Hag eul lôd brâz a gelien a zeuâz é tiez Faraon hag hé zervicherien, hag é holl vrô ann Éjipt ; hag ann douar a oé saotret gan̄d ar c’helien-zé.

25. Neûzé Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ezhô : Id ha grîd eur sakrifiz d’hô Toué er vrô-man̄.

26. Ha Moizez a lavaraz : Na hell két béza gréat kémen̄t-sé ; râk ni a dlé laza, é azeûlidigez d’ann Aotrou hon Doué, traou argarzuz d’ann Éjiptianed. Ma lazomp dirâg ann Éjiptianed ar péz a azeûlon̄t, é labézin̄t ac’hanomp.

27. Mon̄d a raimp tri dévez-kerz enn distrô, hag é raimp énô sakrifiz d’ann Aotrou hon Doue, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet d’é-omp.

28. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Mé hô lézô da von̄t évit ma réot eur sakrifiz d’ann Aotrou hô Toué enn distrô ; hôgen n’az ît két pelloc’h ; pédid évid-oun.

29. Ha Moizez a lavaraz : Pa vézinn éat diouz-id, é pédinn ann Aotrou ; ha war-c’hoaz ann holl gelien a vézô eat diout Faraon, ha dioud hé zervicherien, ha dioud hé bobl. Hôgen na douell mui ac’hanoun, ô viroud oud ar bobl da ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou.

30. Ha Moizez ô véza éat-kuit diout Faraon, a bédaz ann Aotrou.

31. Hag ann Aotrou a réaz diouc’h lavar Moizez ; hag hén̄ a gasaz-kuît ar c’helien diouc’h Faraon, ha diouc’h hé zervicherien, ha diouc’h hé bobl ; ha na choumaz hini anézhô.

32. Hôgen kalédi a réaz kaloun Faraon, ha na lézaz két ar bobl da von̄t évid ar wéach-zé.


————


IX. PENNAD.


Pempved gouli, bosen war al loéned. C’houec’hved gouli, gouliou-linek war ann dûd. Seizved gouli, kazarc’h.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kéa da gavout Faraon, ha lavar d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann Hébréed : Lez da von̄t va fobl, évit ma rai eur sakrifiz din.

2. Ma né fell két d’id hen ôber (T), ha mar talc’hez anézhô,

3. Chétu é savinn va dourn war da barkou ; hag eur vosen gwall c’hrisiaz a zeûi war ar c’hézek, war ann ézen, war ar gan̄valed, war ann éjéned, ha war ann dén̄ved.

4. Hag ann Aotrou a rai eur rann burzuduz étré madou Israel ha madou ann Éjiptianed, enn hévélep doaré na vézô skôet nétrâ eûz ar péz a vézô é kers bugalé Israel.

5. Hag ann Aotrou en deûz merket ann amzer, ô lavarout : Warc’hoaz é sévénô ann Aotrou ar gér-zé war ann douar.

6. Ann Aotrou a réaz éta an̄trônôz ar péz en dôa lavaret ; hag holl loéned ann Éjiptianed a varvaz ; hôgen na varvaz hini eûz a loéned bugalé Israel.

7. Faraon a gasaz da wélout ha né oa marô hini eûz ar ré a oa é kers Israel. Hôgen kalédi a réaz kaloun Faraon, ha na lézaz két ar bobl da von̄t kuit.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Kémérit leiz hô taouarn a ludu eûz ann oaled, ha ra daolô Moizez anézhan̄ enn éar dirâg Faraon.

9. Ha r’ea em skiñô al ludu-zé war holl zouar ann Éjipt ; hag é teûi gouliou-linek, ha gôriou war ann dûd ha war al loéned, é holl vrô ann Éjipt.

10. Hag hî a géméraz ludu eûz ann oaled, hag a iéaz da gavout Faraon ; ha Moizez hé daolas enn éar ; ha gouliou-linek, ha gôriou a zavaz war ann dûd ha war al loéned.

11. Hag ar strôbinellerien na hel-