goâz anézhô, ha neûzé hel lidô ervâd : hag hén a vézô ével pa vé ganet enn hô prô ; hôgen nép na vézô két amdrouc’het, na zebrô két anézhan̄.
49. Hével é vézô al lézen évit tûd ar vrô hag évid ann diavésidi a zeûi da choum enn hô mesk.
50. Holl vugalé Israel a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez ha da Aaron.
51. Hag enn hévélep deiz-zé é tennaz ann Aotrou bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt, enn hô rummadou.
1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
2. Gwéstl d’in pép ken̄ta-ganet a zigor ar c’hôv é-touez bugalé Israel, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned ; râk pép-trâ a zô d’in.
3. Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : Hô pézet koun eûz ann deiz-zé é péhini oc’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt hag eûz a dî ar sklavérez ; râg ann Aotrou en deûz hô tennet ac’hanô gan̄d eunn dourn kré ; râk-sé, na zebrot két bara gô.
4. Hiriô éz îd er-méaz é mîz ar frouez névez.
5. Ha pa en dévézô ann Aotrou da lékéat da von̄t é douar ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, en deûz touet d’az tadou ma rôjé d’id, douar é péhini é rédô léaz ha mél, é mirot al lid sakr-zé er mîz-man̄.
6. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell ; hag er seizved dervez é vézô lîd ann Aotrou.
7. Bara dic’hoell a zebrot é-pâd seiz dervez ; ha na vézô gwélet nétrâ a c’hô enn hô tiez, nag enn tiez trô-war-drô.
8. Ha té a gomzô oud da vâb enn deiz-zé, ô lavarout : Chétu pétrâ en deûz gréat ann Aotrou d’in, pa ounn deûet er-méaz eûz ann Éjipt.
9. Hag ann dra-man̄ a vézô ével eunn arouéz enn hô tourn, hag é-doaré eur mének dirâg hô taoulagad, évit ma vézô bépréd lézen ann Aotrou enn da c’hénou ; râg ann Aotrou en deûz da dennet gan̄d eunn dourn kré eûz ann Éjipt.
10. Al lid-zé a virot enn amzer verket, a-vloaz-é-bloaz.
11. Ha pa en dévézô ann Aotrou da lékéat da von̄d é douar ar C’hananéed, é c’hîz ma en deûz hé douet d’îd, ha d’az tadou, ha ma en dévézô he rôet d’îd ;
12. É ranni évid ann Aotrou kémen̄d a zigor kôv hé vamm, ha kémen̄d a zô ganet da gen̄ta é touez da loéned ; ha kémen̄t pâr ez pézô a wéstli d’ann Aotrou.
13. Evit ar c’hen̄ta-ganet eûz a eunn azen, é roi eunn oan ; ma n’her prénez két er chîz-sé (M), é lazi anézhan̄. Hôgen pép ken̄ta-ganet eûz da vipien a bréni gan̄d arc’han̄t.
14. Ha ma ra da vâb ar goulenn-man̄ digan-éz eunn deiz da zon̄t, ô lavarout : Pétrâ éo ann dra-man̄ ? E liviri d’ezhan̄ : Ann Aotrou en deûz hon tennet gan̄d eunn doum kré eûz a zouar ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez.
15. Râk Faraon ô véza en em galédet, ha na fellé két d’ézhan̄ hol lézel da von̄t, ann Aotrou a lazaz pép ken̄ta-ganet é brô ann Éjipt, adalek ken̄ta-ganet ann dén, bété ken̄ta-ganet al loéned ; râk-sé éo é wéstlann d’ann Aotrou kémen̄t pâr a zigor kôv hé vamm, hag é prénann pép ken̄ta-ganet eûz va mipien.
16. Ann dra-man̄ a vézô éta ével eunn arouéz enn da zourn, hag ével eunn dra a-ispiḻ dirâk da zaou-lagad, évid én̄vor ; ô véza ma en deûz ann Aotrou hon tennet gan̄d eunn dourn kré eûz ann Éjipt.
17. Hôgen pa gasaz Faraon ar bobl kuît, n’hô c’hasaz két Doué dré hen̄t brô ar Filistined, péhini eo ann nésa, gan̄d aoun na zeûjen̄t da gaout keûz, pa weljen̄t ar brézel ô sevel enn hô enep, ha na zistrôjen̄t d’ann Éjipt.
18. Hôgen hô lakaad a réaz da ôber ann drô dré hen̄d ann distrô, a zô