Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
ann eksod.

war-hars ar môr Rûz ; ha bugalé Israel a iéaz er-méaz eûz ann Éjipt hag hî armet.

19. Moizez a gasaz ivé gan̄t-han̄ eskern Jozef, hervez m’en dôa hé-man̄ pédet stard gan̄t lé bugalé Israel, ô lavarout : Doué a zeûiô d’hô kwélout ; kasit ac’hann va eskern gan-é-hoc’h.

20. Hag hî ô véza éat-kuît eûz a Zokot, a ziazézaz hô c’hamp é Étam, war léz ann distrô.

21. Hôgen ann Aotrou a gerzé enn hô raok (T) évid diskouéza ann hen̄t d’ézhô, é doaré eur peûl koabr é-pâd ann deiz, hag é doaré eur peûl tân é-pâd ann nôz, évit ma hô rénché é peb amzer.

22. Biskoaz na éhanaz en em ziskouéza dirâg ar bobl ar peûl-koabr é-pâd ann deiz, hag ar peûl-tân é-pâd ann nôz.


————


XIV. PENNAD.


Bugalè Israel a dreûz ar môr Rûz hép glibia hô zreid.


1. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel ma tistrôin̄t ha ma tiazézin̄t hô c’hamp dirâk Fihahirot, péhini a zô étré Magdala hag ar môr, râg-énep da Veelséfon ; ha c’houi a lakai hô kamp énô war ar môr.

3. Râk Faraon a lavarô diwar-benn bugalé Israel : Strizet in̄t enn douar, ha serret enn distrô.

4. Ha mé a galédô hé galoun, hag hén̄ a rédô war hô lerc’h ; ha mé a vézô meûlet é Faraon, hag enn hé holl armé, hag ann Éjiptianed a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. Ha bugalé Israel a réaz ével-sé.

5. Ha rôed é oé da anaout da roué ann Éjiptianed pénaoz é oa téc’het ar bobl a Israel. Neûzé é troaz kaloun Faraon hag hé zervicherien é-kén̄ver ar bobl, hag é léverchon̄t : Pétrâ eo bét fellet d’é-omp da ôber pa hon eûz lézet Israel da von̄t ; évit na vijé mui dindân hor gwazoniez ?

6. Hag hén̄ a biñaz war hé garr, hag a gasaz gan̄t-han̄ hé holl bobl.

7. Kâs a réaz ivé c’houec’h kan̄t karr dilennet, hag ann holl girri a ioa enn Éjipt, hag holl bennou ann armé.

8. Hag ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, roué ann Éjipt, hag hé-man̄ a iéaz war-lerc’h bugalé Israel. Hôgen ar ré-man̄ a oa éat-kuit dindân eunn dourn uc’hel.

9. Ann Éjiptianed éta ô von̄t war hô lerc’h, hô c’havaz enn hô c’hamp war aot ar môr. Holl varc’héien hag holl girri Faraon, hag hé holl armé a zeûaz bété Fihahirot, râg-énep da Véelséfon.

10. Ha pa dôstéé Faraon, bugalé Israel ô sével hô daoulagad, a wélaz ann Éjiptianed war hô lerc’h, hag hî a oé spoun̄tet brâz, hag a c’harmaz oud ann Aotrou,

11. O lavarout da Voizez : Na oa két martézé a vésiou enn Éjipt, ha dré-zé eo éc’h eûz hon digaset évit mervel enn distrô. Pétrâ eo bét fellet d’îd da ôber, pa éc’h eûz hon tennet eûz ann Éjipt ?

12. Ha na gomzemp két ouz-id ével-sé enn Éjipt, ô lavarout : Pella diouzomp, évit ma vézimp dindân gwazoniez ann Éjiptianed ? Râg gwell é oa d’é-omp beza dindân hô gwazoniez égét mervel enn distrô.

13. Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : N’hô pézet kéd a aoun ; savit, ha gwélit ar vurzudou a dlé ôber hiriô ann Aotrou ; râg ann Éjiptianed-zé péré a wélit bréma, n’hô gwélot mui bikenn.

14. Ann Aotrou a stourmô évid-hoc’h, ha c’houi a davô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Pérâg é c’harmez-té étrézég enn-onn ? Lavar da vugalé Israel kerzout.

16. Hôgen té, saô da wialen hag astenn da zourn war ar môr, ha rann-hén̄, évit ma kerzô bugalé Israel é-kreiz ar môr war ar séac’h.

17. Ha mé a galédô kaloun ann Éjiptianed évit m’az ain̄t war hô lerc’h ; ha mé a vézô meûlet é Faraon, hag enn hé holl armé, hag enn hé girri, hag enn hé varc’héien.

18. Hag ann Éjiptianed a wézô pé-