naoz eo mé ann Aotrou, pa vézinn bét meûlet é Faraon, hag enn hé girri, hag enn hé varc’héien.
19. Neûzé ann éal Doué, péhini a iéa a-raok kamp Israel, en em lékéaz war hô lerc’h ; hag enn hévéleb amzer ar peûl-koabr ô tilézel ar penn araok, en em lékéaz er penn adren̄,
20. Etré kamp ann Éjiptianed ha kamp Israel ; hag ar goabren a oa téval évid ann Éjiptianed, hag a c’houlaoué é-pâd ann nôz évid Israel, enn hévélep doaré na heljon̄t két tôstaad ann eil ouc’h égilé a-héd ann nôz.
21. Ha pa en dôé Moizez astennet hé zourn war ar môr, ann Aotrou a zam-zigorâz anézhan̄ ô lakaad da c’houéza eunn avel gré ha leskidik a-héd ann nôz, péhini a zizéc’haz ar môr ; hag ann dour a oé rannet.
22. Ha bugalé Israel a iéaz dré greiz ar môr a oa dizéc’het ; râg ann dour a oa savet ével eur vôger a zéou hag a gleiz d’ézhô.
23. Hag ann Éjiptianed péré a gerzé war hô lerc’h a heûliaz anézhô dré greiz ar môr gan̄d holl gézek Faraon, hag hé girri, hag hé varc’héien.
24. Ha pa oé deûet beḻ ar min̄tin, ann Aotrou ô véza sellet out kamp ann Éjiptianed dré greiz ar peûl-tân ha koabr, a zisman̄taz hô armé.
25. Hag hén̄ a dorraz rôdou hô c’hirri, hag hî a oé diskaret d’ann traon̄. Hag ann Éjiptianed a lavaraz : Tec’homp diouc’h Israel, râg ann Aotrou a stourn évit-hô enn hon énep.
26. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Astenn da zourn war ar môr, évit ma tistrôi ann douréier war ann Éjiptianed, war hô c’hirri ha war hô marc’héien.
27. Moizez a astennaz he zourn war ar môr ; ha da darz ann deiz é tistrôaz ar môr d’hé gen̄ta léac’h. Ha pa en em lékéaz ann Éjiptianed da dec’ hi, ann doureier a zeûaz a-énep d’ézhô, hag ann Aotrou hô strôbaz é-kreiz ar c’hoummou.
28. Distrei a réaz éta ann douréier, hag é c’hôlôchon̄t ar c’hirri hag ar varc’héien eûz a holl armé Faraon, a oa deûed er môr war-lerc’h Israel ha na déc’haz hini anézhô.
29. Hôgen bugalé Israel a gerzaz a dreid séac’h dré greiz ar môr, hag ann douréier a oa évit-hô ével eur vôger a zéou hag a gleiz.
30. Ével-sé ann Aotrou a dennaz Israel enn deiz-zé eûz a zourn ann Éjiptianed.
31. Hag hî a wélaz korfiou marô ann Éjiptianed war aod ar môr, hag ar galloud brâz en dôa diskouézet ann Aotrou enn hô énep ; hag ar bobl a zoujaz ann Aotrou, hag a grédaz d’ann Aotrou, ha da Voizez, he zervicher.
1. Neûzé Moizez ha bugalé Israel a ganaz ar ganaouen-man̄ d’ann Aotrou, ô lavarout : Kanomp d’ann Aotrou ; râk diskouézet en deûz éz eo brâz-meûrbed, hen hag hé c’hloar (T) ; taolet en deûz er mor ar marc’h hag hé varc’hek.
2. Va ners ha va meûleûdi eo ann Aotrou ; ha da zilvidigez eo deûet d’in ; Hén̄ eo va Doué, ha mé her meûlô ; Doué va zâd, ha mé hen uc’hélai meûrbéd.
3. Ann Aotrou a zô ével eunn dén-a-vrézel, holl-c’halloudek eo hé hanô.
4. Kirri Faraon hag hé armé en deûz taolet er môr ; ar ré vrasa eûz hé brin̄sed a zô bét beûzet er môr Rûz.
5. A1 loun̄k en deûz hô c’hôlôet ; diskennet in̄t er gwéled ével eur méan.
6. Da zourn déou, Aotrou, en deûz diskouézet éz oud brâz ha galloudek (T) ; da zourn déou, Aotrou, en deûz skôet gan̄d ann énébour.
7. O véza ma’z eo brâz-meûrbed da c’hloar, éc’h eûz diskaret da énébourien, da vuanégez ec’h eûz digaset, hag hî é deûz hô bévézet ével eur gôlôen.
8. Gan̄d ar c’houézaden eûz da frouden ann douréier a zô en em zastumet : ann dour a rédé a zô choumet a zâ, hag al loun̄kou a zô en em zastumet é-kreiz ar môr.