Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
ann eksod.

ann Aotrou é brô ann Éjipt, pa édomp azézet é-tal ar podadou kîk, hag é tébremp bara diouc’h hor gwalc’h. Pérâg hoc’h eûz-hu hor c’haset enn distrô-man̄ évit lakaad da vervel gan̄d ann naoun ann holl bobl ?

4. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu éz ann da c’hlaôia d’é-hoc’h bara eûz ann én̄v : r’az ai ar bobl da zastumi ar péz a zô réd d’ézhô évit pép dervez, évit ma wélinn hag hi a gerz em lézen, pé ma na gerz két.

5. Hôgen d’ar c’houec’hved deiz ra zastumin̄t kémen̄d a hellin̄t da virout ; diou wéach kémen̄d all ha ma in̄t boazet da zastumi bemdéz.

6. Neûzé Moizez hag Aaron a lavaraz da holl vugalé Israel : Hénôz é wiot pénaoz eo ann Aotrou en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt ;

7. Ha war-c’hoaz vin̄tin é wélot gloar ann Aotrou ; râk klevet en deûz hô krôz enn hé énep ; hôgen petrâ omp-ni, évit ma krôsac’h enn hon énep ?

8. Moizez a lavaraz c’hoaz : Ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h hénôz kîk da zibri, ha war-c’hoaz vin̄tin bara diouc’h hô kwalc’h, ô véza ma en deûz klevet hô krôzou enn hé énep. Hôgen ni, pétrâ omp-ni ? Né kéd enn hon énep ema hô krôz, a-énep ann Aotrou eo.

9. Moizez a lavaraz ivé da Aaron : Lavar da holl strollad bugalé Israel : Dinésait dirâg ann Aotrou ; râk klevet en deûz hô krôz.

10. Ha pa gomzé Aaron oud holl strollad bugalé Israel, é selchon̄t oud ann distrô ; ha chétu gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war ar goabren.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, o lavarout :

12. Klevet em eûz krôzou bugalé Israel ; lavar d’ézhô : Hénôz é tebrot kîk, ha war-c’hoaz vin̄tin hô pézô bara diouc’h hô kwalc’h ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hô Toué.

13. Pa oé deûet éta ar pardaez, é savaz koaḻed, hag a c’hôlôaz ar c’hamp, ha diouc’h ar min̄tin é oé gwélet glîz a oa kouézet war-drô d’ar c’hamp.

14. Ha pa en dôé gôlôet gorré ann douar, é oé gwélet enn distrô eunn dra vunud, hag hén̄ ével pa vé brévet enn eul laouérik, hag a oa hén̄vel oud ar réô a gouéz war ann douar.

15. Pa wélaz bugalé Israel kémen̄t-sé, é léverchon̄t ann eil d’égilé : Man-hu ? Da lavaroud éo : Pétrâ eo ann dra-ze ? Râk na wien̄t két pétrâ é oa. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Hen-nez eo ar bara a rô d’é-hoc’h ann Aotrou da zibri.

16. Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn ann Aotrou : Dastumet pép-hini anézhan̄ kémen̄d hag a zo réd d’ézhan̄ évid en em vaga ; eur gomor dré bép penn dén, kémen̄t-sé a gémerrot hervez ann niver eûz ar ré a choum é pép telt.

17. Ha mipien Israel a réaz ével sé ; hag é tastumchon̄t lôd muioc’h, lôd nébeûtoc’h.

18. Hag hî a ven̄taz diouc’h men̄t ar gomor ; hag ann hini en dôa dastumet kalz, n’en dôé két muioc’h ; hag ann hini en dôa dastumet nébeût, n’en dôé két nébeûtoc’h ; hôgen pép-hini en dôa dastumet diouc’h ma hellé dibri.

19. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Na virô dén eûz anézhan̄ bétég an̄trônôz vin̄tin.

20. Hôgen na zélaouchon̄t két anézhan̄ ; ha lôd anézhô a viraz bétég ar min̄tin, hag ar pren̄ved en em lékéaz enn-han̄, hag é vreinaz. Ha Moizez a savaz drouk enn-han̄. (T).

21. Pép-hini éta a zastumé diouc’h ar min̄tin kémen̄t ha ma oa réd d’ézhan̄ évid en em vaga ; ha pa zeûé ann héol da domma, é teûzé.

22. Hôgen er c’houec’hved deiz é tastumchon̄t daou c’hémen̄t a voéd, da lavaroud eo, daou c’homor dré bép den ; hag holl brin̄sed ar bobl a zeûaz, hag a lavaraz kémen̄t-sé da Voizez.

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével-sé en deûz lavaret ann Aotrou : war-c’hoaz éma éhan ar sabbat a dlé béza gwestlet d’ann Aotrou ; grîd hiriô ar péz hoc’h eûz da ôber, ha poazit ar péz hoc’h eûz da boaza ; ha mirit évit war-c’hoaz vin̄tin ar péz a vézô a zilerc’h.