24. Hag hî a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez, hag ar mann na vreinaz két, ha na oé két kavet a brén̄ved enn-han̄.
25. Ha Moizez a lavaraz : Debrit-hén̄ hiriô, râk sabbat ann Aotrou eo ; na gefot két anézhan̄ hiriô er parkou.
26. Dastumid anézhan̄ é-pâd c’houec’h dervez ; hôgen er seizved deiz éma sabbat ann Aotrou, râk-sé na vézô két kavet anézhan̄.
27. Ar seizved deiz ô véza deûet, lôd eûz ar bobl a iéaz er-méaz évid dastumi mann, ha na gefchon̄t két.
28. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Bété pégeit na fellô kéd d’é-hoc’h mirout va gourc’hémennou ha va lézen ?
29. Gwélit pénaoz ann Aotrou en deûz rôet d’é-hoc’h ar sabbat, ha râk-sé ar c’houec’hved deiz en deûz rôed d’é-hoc’h daou-c’hémen̄d a voed ; ra choumô étâ pép-hini enn hé di, ha n’az ai hini er-méaz eûz hé léac’h d’ar seizved deiz.
30. Ével-sé ar bobl a viraz ar sabbat d’ar seizved deiz.
31. Ha tî Israel a c’halvaz ar boéd-zé : Mann. Hén̄vel é oa oud hâd korian̄der ; gwenn é oa, hag hé vlâz ével bleûd flour gan̄t mél.
32. Ha Moizez a lavaraz c’hoaz : Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn ann Aotrou : Laka anézhan̄ leiz eur gomor, ha ra vézô miret évit ar gwennou da zon̄t, évit ma anavézin̄t ar bara gan̄t péhini em eûz hô maget enn distrô, pa oc’h bét tennet eûz a vrô ann Éjipt.
33. Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Kémer eul léstr, ha laka enn-han̄ mann, kémen̄t ha ma hell derc’hel eur gomor ; ha laka-hén̄ dirâg ann Aotrou, évid hé virout évid hô kwennou,
34. Ével ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Hag Aaron hel lékéas enn tabernakl évid hé virout.
35. Hôgen bugalé Israel a zebraz mann é-pâd daou-ugen̄t vloaz, bété ma teûjon̄t enn eur vrô ma helled choum enn-han̄. Gan̄d ar boéd-zé é oen̄t maget, bété ma tizchon̄t harzou brô Kanaan.
36. Hôgen ar gomor a zô ann dékved rann eûz ann éfi.
1. Holl strollad bugalé Israel ô véza éta éat-kuît eûz a zistrô Sin, dré ann arsaôiou a oé bét gourc’hémennet d’ézhô gan̄d ann Aotrou, a ziazézaz hô c’hamp é Rafidim, é péléac’h né oa két a zour da éva d’ar bobl.
2. Ar ré-man̄ a grôzaz out Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’é-omp dour da éva. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Pérâg é krôzit-hu ? Pérâg é temptit-hu ann Aotrou ?
3. Ar bobl éta en dôé séc’hed énô gan̄d ann diénez a zour, hag a grôzaz out Moizez, ô lavarout : Pérâg éc’h eûz-dé hol lékéat da zon̄d er-méaz eûz ann Éjipt, évid hor lakaat da vervel gan̄d ar séc’hed, nî hag hor bugalé, hag hol loéned ?
4. Hôgen Moizez a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, ô lavarout : Pétrâ a rinn-mé d’ar bobl-man̄ ? C’hoaz eunn nébeût, hag é labézô ac’hanoun.
5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kerz araog ar bobl ha kémer gan-éz lôd eûz a ré gôz Israel ; kémer enn da zourn ar wialen gan̄t péhini éc’h eûz skôet war ar ster, ha kerz.
6. Chétu mé a vézô énô dira-z-od war véan Horéb ; war ar méan é skôi, hag é teûi dour anézhan̄, évit ma évô ar bobl. Moizez a réaz ével-sé dirâg ar ré gôz eûz a Israel.
7. Hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Temptasion, enn abek da grôz bugalé Israel, ha m’hô dôa énô temptet ann Aotrou, ô lavarout : Hag ann Aotrou a zô enn hor c’hreiz, pé n’éma két ?
8. Hôgen Amalek a zeûaz, hag en em gannaz oud Israel é Rafidim.
9. Ha Moizez a lavaraz da Jozué : Dibab tûd, ha kéa d’en em ganna oud Amalek. War-c’hoaz en em zalc’hinn