Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/126

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
ann eksod.

9. Neûzé é piñaz Moisez hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dég ha tri-ugen̄t hénaour eûz a Israel,

10 Hag é wélchon̄t Doué Israel, ha dindân hé dreid ével eunn dra gréat gan̄t mein safir, hag ével ann en̄v, pa eo digoabr.

11. Doué na astennaz két hé zourn war ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa choumet war-lerc’h ; Doué a wélchon̄t, hag é tebrchon̄t hag éc’h évchon̄t.

12. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Piñ war ar ménez étrézég enn-oun, ha choum énô ; ha mé a rôi d’id taolennou méan, al lézen hag ar c’hourc’hémennou em eûz skrivet, évit ma kélenni anézhô.

13. Moizez a zavaz gan̄d Jozué, hé oviser ; ha pa biñé Moizez war vénez Doué,

14. É lavaraz d’ann hénaoured : Gortozid aman̄ bété ma tistrôimp d’hô kavout. Béz’ hoc’h eûz gan-é-hoc’h Aaron hag Hur ; mar c’hoarvez eur reûstl-bennâg, é réot diouc’h hô ménoz-hi.

15. Ha pa oé piñet Moizez, eur goabren a c’hôlôaz ar ménez ;

16. Ha gloar ann Aotrou a choumaz war Zinai, oc’h hé c’hôlei gan̄d eur goabren a-héd c’houéac’h dervez ; hôgen d’ar seizved deiz, Doué a c’halvaz Moizez eûz a greiz ann dévalien.

17. Doaré gloar ann Aotrou a ioa ével eunn tân losk war lein ar ménez, dirâk bugalé Israel.

18. Ha Moizez ô treûzi ar goabren a biñaz war ar ménez ; hag é choumaz énô daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez.


————


XXV. PENNAD.


Pénaos é tlé béza gréat ann arc’h, ann daol, ar c’han̄toler.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel digas d’in hô rôou : hô digémérout a réot digan̄t kémen̄d hini hô c’hennigô a ioul vâd.

3. Hôgen chétu ann traou a dléit da zigémérout : aour hag arc’han̄t hag arem,

4. Ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan, ha bléô gevr,

5. Ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz, ha koat sétim,

6. Éôl évit aoza ar gleûzeûriou, louzou c’houés-vâd da lakaad enn trélou, hag a bép louzou c’houés-vâd all,

7. Mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évit kin̄kla ann éfod hag ar rational.

8. Eur san̄tuar a rain̄t d’in, hag é chouminn enn hô c’hreiz ;

9. Hervez ann holl hévélédigez eûz ann tabernakl a ziskouézinn d’id, hag eûz ann holl lisiri a vézô réd évid al lidou. Ével-henn her gréot :

10. Eunn arc’h a réot gan̄t koat sétim, péhini é dévézô daou ilinad han̄ter a héd, eunn ilinad han̄ter a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded.

11. Hé gôlei a rî gan̄d aour ar c’haera enn diabarz hag enn diavéaz ; hag é rî war hé gorré eur gurunen aour a iélô trô-war-drô.

12. Lakaad a rî péder lagaden aour é pévar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tû, ha diou enn tû all.

13. Sparlou a rî ivé gan̄t koat sétim, hag é c’hôlôi anézhô gan̄d aour ;

14. Hag hô lakaad a rî el lagadennou a zô é korniou ann arc’h, évid dougen ann arc’h gan̄t-hô.

lo. Ar ré-man̄ a vézô ataô el lagadennou, ha na vézint bikenn tennet anézhô.

16. Lakaad a rî enn arc’h ann désténi a rôinn d’id.

17. Ar goulc’her a rî ivé gan̄d aour ar glana, péhini en dévézô daou ilinad han̄ter a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

18. Daou chérubin aour, gréat gan̄d ar morzol, a liki enn daou benn eûz ann orakl.

19. Eur chérubin a vézô enn eur penn, hag eunn all er penn all.

20. Displéga a rain̄t hô eskel, hag é c’hôlôin̄t ann daou dû eûz ar goulc’her hag eûz ann orakl : selloud a rain̄t ann eil oud égilé, ô trei hô fenn