Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
ann eksod.

oud ar goulc’her a c’hôlôi ann arc’h,

21. E péhini é liki ann désténi a rôinn d’id.

22. Ac’hanô é kélenninn ac’hanod, hag é komzinn ouz-id diwar ar goulc’her, hag eûz a greiz ann daou chérubin a vezô war ann arc’h a disténi, diwar-benn kémen̄d a c’hourc’hémenninn dré-z-od da vugalé Israel.

23. Ober a ri ivé eunn daol gan̄t koat sétim, péhini é dévézô daou ilinad a héd, eunn ilinad a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded.

24. Gan̄d aour ar glana hé gôlôi, hag eur véven aour a rî trô-war-drô.

25. War ar véven é liki eur gurunen gompez a bévar biz a uc’helded ; ha war hou-man̄ eur gurunen all alaouret.

26. Ober a ri ivé péder lagaden aour, a liki é pévar c’horn ann daol, unan war bép troad.

27. Al lagadennou aour a vézô dindân ar gurunen, évit lakaat sparlou enn-hô, ma vézô gellet dougen ann daol.

28. Gan̄t koat sétim é ri ivé ar sparlou da zougen ann daol hag é c’hôlôi anézhô gan̄d aour.

29. Ober a ri ivé gan̄d aour ar glana pladou, kôpou, ézan̄souérou ha tasou, e péré é tléeur kenniga ar skuḻadégou.

30. Lakaad a ri war ann daol ar baraou a gennig a dlé choum bépréd dira-z-oun.

31. Ober a ri ivé gan̄d aour ar glana ha gan̄d ar morzol eur c’han̄toler hag hé walen, hag hé varrou, hag hé c’hôpou, hag hé volodou, hag hé lili, a zeûi anézhan̄ hé-unan.

32. C’houéac’h barr a zeûi er-méaz eûz hé gostésiou, trî a eunn tû, ha trî a eunn tû all.

33. Trî c’hôp é doaré kraoun̄ a vézô out eur barr, hag eur bolod hag eul lilien ; hag ivé tri c’hôp é doaré kraoun̄ oud ar barr all, hag eur bolod hag eul lilien ; hen-nez é vézô labour ar c’houéac’h barr, péré a dlé sével eûz ar walen.

34. Er c’han̄toler hé-unan é vézô pévar c’hôp é doaré kraoun̄, hag eur bolod hag eul lilien dré bép-hini.

35. Bolodou a vézô é tri léac’h eûz ann daou varr, péré a rai c’houéac’h enn-holl, a zavô eûz ann hévélep gwalen.

36. Ar bolodou éta hag ar barrou a vézô eûz anézhan̄ ; holl e vézin̄t gréat gan̄t ar morzol hag eûz a aour ar glana.

37. Ober a ri ivé seiz kleûzeur, hag é liki anézhô war ar c’han̄toler évit ma c’houlaouin̄t dirâk.

38. Gévellou a ri ivé, ha listri évit mouga ar poulc’hennou, hag hî gréat gan̄d aour ar glana.

39. Ar c’han̄toler gan̄d hé holl listri a boezô eunn talan̄t eûz ann aour ar glana.

40. Sell, ha grâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’id war ar ménez.


————


XXVI. PENNAD.


Ann Tabernakl. Hé chôlôou.


1. Evel-henn é rî ann tabernakl. Béz’ é vézô dég gwél lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet ; hag é rî war-n-ézhô meûr a labour a vroudérez.

2. Ann héd eûz a eur wél a vézô eûz a eiz ilinad war-n-ugen̄t, hag al léd a vézô eûz a bévar ilinad. Eûz a eur men̄t é vézô ann holl wéliou.

3. Pemp gwél a vézô staget ann eil ouc’h ébén, hag ar pemb all a vézô ivé staget ann eil ouc’h ébén.

4. Liammou glâz a liki out kostésiou hag out pennou ar gwéliou, évit ma hellint beza staget ann eil ouc’h ébén.

5. Pép gwél é dévézô hanter-kan̄t liamm a bép tû, lec’hiet enn hévélep doaré ma en em gavô eul liamm oud eul liamm all, ha ma vézô gellet staga ann eil ouc’h égilé.

6. Ober a ri ivé han̄ter-kan̄t lagaden aour, gan̄t péré é vézô staget ar gwéliou ann eil ouc’h ébén, évit ma vézô gréat gan̄t-hô eunn tabernakl hép-kén.

7. Ober a ri ivé unnék pallen bléô-gevr, évit gôléi gorré ann tabernakl.