Aotrou, é-tâl dor tabernakl ann désténi.
12. Kéméroud a ri eûz a c’hoad al leûé, a liki gan̄d da viz war gorniou ann aoter ; hag é skuḻi ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
13. Kéméroud a ri ivé ann holl lard a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’henen ann avu, hag ann digroazel, hag al lard a zô war-n-ézhô, hag é kennigi anézhô goudé béza hô losket war ann aoter.
14. Hôgen kig al leûé, hag hé groc’hen, hag hé veûzel a loski er-méaz eûz ar c’hamp, ô véza ma in̄t eunn hostiv évid ar péc’hed.
15. Kéméroud a ri ivé unan eûz ann tourzed, hag Aaron hag hé vipien a lakai hô daouarn war he benn.
16. Ha p’az pézô hé lazet, é kéméri eûz hé c’hoad, hag é skuḻi anézhan̄ war-drô ann aoter.
17. Neûzé é trouc’hi ann tourz a bastellou, ha goudé béza gwalc’het ar bouzellou hag ann treid, é liki anézhô war ann tammou kîk trouc’het, ha war hé benn.
18. Hag é kennigi ann holl dourz oc’h hé leski war ann aoter ; kennig ann Aotrou eo, hag eunn hostiv a c’houés-vâd d’ann Aotrou.
19. Kéméroud a ri ivé ann tourz all, hag Aaron hag hé vipien a lakai hô daouarn war hé benn.
20. Ha p’az pézô hé lazet, é kéméri eûz hé c’hoad, a liki war benn izéla skouarn zéou Aaron hag hé vipien, ha war veûd hô dourn déou hag hô trôad déou ; hag é skuḻi ann dilerc’h eûz ar goâd war ann aoter trô-war-drô.
21. Neûzé é kéméri eûz ar goâd a vézô war ann aoter, hag eûz a éôl ar sakradurez, hag é strin̄ki anézhô war Aaron ha war hé ziḻad, war hé vipien ha war hô diḻad. Ha goudé béza hô sakret, hî hag hô diḻad,
22. É kéméri lard ann tourz, hag al lôst, hag al lard a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazel, hag al lard a zô war-n-ézhô, hag ar skoaz déou, ô véza ma eo eunn tourz a westlérez ;
23. Hag eunn dorz vara, hag eur wastel glépiet gan̄d éôl, hag eunn dourtel eûz a gavel ar bara dic’hoell, a zô bét lékéat dirâg ann Aotrou.
24. Kémen̄t-sé a liki war zaouarn Aaron hag hé vipien, hag ê san̄téli anézhô ô sével ar rôou-zé dirâg ann Aotrou.
25. Hô c’hémérout a rî eûz hô daouarn, hag hô loski war ann aoter é sakrifiz-losk, ével eur c’houés c’houék dirâg ann Aotrou, ô véza ma eo hé c’hennig.
26. Kéméroud a ri ivé bruched ann tourz, gan̄t péhini é vézô bét sakret Aaron, hag é san̄téli anézhi oc’h hé sével dirâg ann Aotrou ; hag é vézô da lôd.
27. San̄téla a ri ivé ar vruched a zô bét gwéstlet, hag ar skoaz éc’h eûz distaget diouc’h ann tourz,
28. Gan̄t péhini é vézô bét sakret Aaron hag hé vipien ; ha miret é vézin̄t gan̄t bugalé Israel é lôd Aaron hag hé vipien dré eur gwir peûr-baduz ; ô véza ma’z in̄t ar préveûdi hag ar c’hévrennou ken̄ta eûz ar viktimou a béoc’h a gennigon̄t d’ann Aotrou.
29. Ann diḻad san̄tel en dévézô douget Aaron, a vézô d’hé vipien enn hé-c’houdé, évit ma vézin̄t sakret enn-hô, ha ma vézô sakret hô daouarn.
30. Ann hini eûz hé vipien a vézô bét lékéat da vélek-brâz enn hé léac’h, hag a iélô ébarz ann tabernakl a désténi, évid ôber hé garg er san̄tuar, a wiskô ann diḻad-zé é-pâd seiz dervez.
31. Kéméroud a ri ivé tourz ar gwéstlérez, hag é liki ar c’hîg da boaza el léac’h san̄tel ;
32. Hag Aaron hag hé vipien a zebrô anézhan̄. Dibri a rain̄t ivé, é-tâl dôr ann tabernakl a désténi, ar baraou a vézô er c’havel ;
33. Évit ma vézô eur sakrifiz a béoc’h, ha ma vézô san̄télet daouarn ar ré her c’hennigô. Ann diavésiad na zebrô két anézhô, ô véza ma in̄t san̄télet.
34. Mar choum eunn dra-bennâg eûz ar c’hig gwestlet, pé eûz ar baraou béteg ar min̄tin, é tévi ann dilerc’h enn tân ; na vésin̄t két debret, ô véza ma in̄t bét san̄télet.
35. Kémen̄t em eûz gourc’hémen-