net d’id a rî é-kén̄ver Aaron hag hé vipien. Sakri a rî hô daouarn é-pâd seiz dervez.
36. Hag é kennégi bemdez eul leûé évid ann diskarg eûz ar péc’hed. Glana a rî ann aoter goudé m’az pézô lazet ann hostiv a ziskarg ; hag é lardi anézhi évid hé san̄téla.
37. Glana ha san̄téla a rî ann aoter é-pad seiz dervez, hag é vézô san̄tél-brâz : kémen̄d hini a stokô out-hi a vézô san̄télet.
38. Chétu pétrâ a gennigi war ann aoter : bemdez hag héb éhan é lazi daou oan bloaz.
39. Eunn oan diouc’h ar min̄tin, hag égilé war ar pardaez.
40. Gan̄d ann oan ken̄ta é kennigi ann dékved lôden eûz ar flour gwiniz, glépiet gan̄d éôl gwasket, ar palévars eûz a eunn hin, ha kémen̄d all a wîn évid ar skuḻadek.
41. Ann oan all a gennigi war ar pardaez, enn hévélep doaré ma hon eûz lavaret diwar-benn kennig ar min̄tin ; eunn hostiv a c’houéz-vâd eo.
42. Ar sakrifiz eo a dlé béza kenniget d’ann Aotrou dré eur c’hennig peûr-baduz enn hô touez é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é péléac’h en em gavinn évit komza ouz-id.
43. Ac’hanô eo é rôinn va gourc’hémennou da vugalé Israel, hag ann aoter a vézô san̄télet gan̄t va gloar.
44. Mé a zan̄télô ivé tabernakl ann désténi gan̄d ann aoter, hag Aaron gan̄d hé vipien, évit ma vézin̄t béleien d’in.
45. Ha mé a choumô é-kreiz bugalé Israel, hag a vézô da Zoué d’ézhô.
46. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Doué, en deûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, évit choum enn hô c’hreiz, mé ann Aotrou, hô Doué.
1. Ober a ri ivé eunn aoter gan̄t koat sétim, évid devi louzou c’houés-vâd.
2. Eunn ilinad é dévézô a héd, hag eunn ilinad a léd, da lavaroud eo é vézô pévar-c’hornek ; ha daou ilinad a uc’helder. Ha kerniel a zavô anézhi.
3. Hé gwiska a ri gan̄d aour ar glana, ken ar gael, ken ar speûriou trô-war-drô, hag hé gerniel. Ober a ri ivé eur gurunen aour trô-war-drô,
4. Ha diou lagaden aour a bép tû dindân ar gurunen, évit lakaad enn-hô sparlou da zougen ann aoter.
5. Ar sparlou a ri ivé gan̄t koat sétim, ha gan̄d aour é wiski anézhô.
6. Lakaad a ri ann aoter-zé rag-énep d’ar wél, péhini a zô a-ispiḻ oud ann arc’h a désténi, dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann désténi, é peléac’h é komzinn ouz-id.
7. Hag Aaron a zevô war-n-ézhi pép min̄tin ézan̄s a c’houéz c’houék. He lakaad a rai da zevi, pa aozô ar c’hleûzeûriou.
8. Ha pa hô aozô war ar pardaez, é lakai c’hoaz ézan̄s da zevi dirâg ann Aotrou ; ar péz a vézô gréat bépréd enn hô touez.
9. Na gennigot két war ann aoter-zé louzou c’houez-vâd kemmesket enn eunn doaré all ; na bleûd-kennig, na loen-kennig, na braoued-kennig.
10. Aaron a bédô eur wéach ar bloaz war gerniel ann aoter, ô skuḻa war-n-ézhô ar goâd a vézô bét kenniget évid ar péc’hed ; eur gwalc’h eo a vézô gréat a-vépréd war ann aoter-zé enn ô touez. San̄t ar Zen̄t é vézô d’ann Aotrou.
11. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
12. Pa géméri ann niver eûz a vugalé Israel, pép-hini a rôi d’ann Aotrou eur gwestl évid hô éné, ha na gouézô két a c’houli war-n-ézhô pa vézin̄t bét nivéret.
13. Kémen̄d hini a vézô bét nivéret hé hanô, a rôi eunn han̄ter sikl hervez men̄t ann templ. Ugen̄t obolen en deûz ar sikl. Eunn han̄ter sikl a vézô kenniget d’ann Aotrou.
14. Néb a vézô hé hanô enn nivérérez, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a rôi ar gwéstl.