Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
ann eksod.

15. Ann hini pinvidik na rôi két ouc’h-penn eunn han̄ter sikl, hag ann hini paour na rôi két nébeûtoc’h.

16. P’az pézô dastumet ann archan̄t a vésô bét rôet gan̄t bugalé Israel, é rôi anézhan̄ évid ézomm ann tabernakl a désténi, évit ma vézô da én̄vor anézhô dirâg ann Aotrou, ha da ziskarg évid hô énéou.

17. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

18. Ober a ri ivé eur véol arem, gan̄d hé zroad, évid en em wa1c’hi ; hag hé lakaad a rî étré tabernakl ann désténi hag ann aoter. Ha p’az pézô lékéat dour enn-hi,

19. Aaron hag hé vipien a walc’hô enn-han̄ hô daouarn hag hô zreid,

20. Pa vézô réd d’ézhô mon̄t ébarz ann tabernakl a desténi, ha pa vézô réd d’ézhô tôstaat oud ann aoter, évit kenniga war-n-ézhi louzou c’houéz-vâd d’ann Aotrou ;

21. Gan̄d aoun na varvchen̄t. Ar c’hémenn-man̄ a vézô da vikenn da Aaron ha d’hé wenn enn hé-c’houdé.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez,

23. O lavarout : Kémer louzéier, pemp kan̄t sikl eûs ar mirr ken̄ta hag ar gwella, hag ann han̄ter kémen̄d all a zinnamom, da lavaroud eo, daou c’han̄t han̄ter-kan̄t sikl, hag ivé daou c’han̄t han̄ter-kan̄t sikl a raos-c’houék,

24. Pemp kan̄t sikl a ganell, hervez poéz ar santuar, ha gôn̄vor eunn hin a éôl olived.

25. Gan̄t kémen̄t-sé é rî oléô sakr évit ar sakradur (T), eunn tréat aozet hervez gwiziégez al louzaouer ;

26. Hag é sakri gan̄t-hi tabernakl ann desténi, hag arc’h ar gévrédigez,

37. Hag ann daol gan̄d hé listri, ar chan̄toler hag hé holl listri, aoter al louzou c’houéz-vâd,

28. Hag hini ar sakrifisou-losk, ha kémen̄d a zô réd évid hô lidou.

29. Hô san̄téla a rî holl, hag é vézin̄t san̄tel-brâs ; néb a stokô out-hô a vézô san̄télet.

30. Sakri a rî Aaron hag hé vipien, hag é san̄téli anézhô évit ma vézin̄t béleien d’in.

31. Lavaroud a ri ivé da vugalé Israel : Ann oléô sakr-man̄ (T) a vézô san̄télet ha gwéstlet d’in gan-é-hoc’h ha gan̄d hô kwenn enn hô koudé.

32. Na vézô két sakret kîg ann dén gan̄t-han̄, ha na réot két eunn all aozet ével-t-han̄, ô véza ma eo san̄télet, ha ma vézô san̄tel évid-hoc’h.

33. Piou-bennâg a aozô eunn hévélep tréat, hag a rôi eûz anézhan̄ da eunn diavésiad, a vézô kaset-kuît eûz a douez hé bobl.

34. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Kémer louzou c’houéz-vâd, stakté, hag oniks, ha galbanom c’houéz-vâd, hag ézan̄s al lugernusa ; kémen̄d ha kémen̄d a boéz eûz a bép-hini ;

35. Hag é rî eul louzou c’houéz-vâd aozet hervez gwiziégez al louzaouer, mesket gan̄t préder, ha glân, ha delliduz-brâz da véza san̄télet.

36. Ha p’az pézô hô brévet holl ével poultr ar munuta, é liki eûz ann tréat dirâk tabernakl ann désténi, el léac’h ma en em ziskouézinn did. A1 louzou-zé a vézô san̄tel-brâz évid-hoc’h.

37. Na réot két eunn hévélep kemmesk évid-hoc’h hoc’h-unan ; râk gwéstlet eo d’ann Aotrou.

38. Piou-bennâg a rai eunn hévélep tréat, évit kaout ar c’houéz anézhan̄, a vézô kaset-kuît eûz a douez hé bobl.


————


XXXI. PENNAD.


Miridigez ar Sabbat. Ann diou daolen véan.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Chétu em eûz galvet dré hé hanô Béséléel, mâb Uri, mâb Hur eûz a vreûriez Juda ;

3. Hag em eûz hé garget eûz a spéred Doué, a furnez, a boell, hag a wiziégez é pép labour,

4. Evit ober kémen̄d a helleur da ôber gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha gan̄d arem,

5. Ha gan̄t marbr, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄d koat a bép doaré.