6. Rôed em eûz d’ézhan̄ da eil Ooliab, mâb Akisamek, eûz a vreûriez Dan ; ha lékéad em eûz ar furnez é kaloun ar ré holl a zô gwiziek, évit ma rain̄t kémen̄t em eûz gourchémennet d’id.
7. Tabernakl ar gévrédigez, hag arc’h ann désténi, hag ar goulc’her a zô war-n-ézhî, hag holl listri ann tabernakl,
8. Hag ann daol gan̄d hé listri, hag ar c’han̄toler glàn-brâz gan̄d hé listri, hag aoter al louzou c’houéz-vâd,
9. Hag aoter ar sakrifiz-losk gan̄d hé holl listri, hag ar véol gan̄d hé zroad,
10. Ha diḻad san̄tel Aaron, ar bélek-brâz, hag hé vipien, évit m’hô dévézô gwiskou sakr pa rain̄t hô c’harg,
11. Hag ann oléô sakr (T), ha louzou c’houéz-vâd ar san̄tuar. Ober a rain̄t kémen̄d am eûz gourc’hémennet d’id.
12. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
13. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Mirit gan̄d évez va sabbat ; râg ann arouéz eo étré mé ha c’houi, hag hô pugalé enn hô koudé ; évit ma wiot pénaoz eo mé ann Aotrou, a zan̄tela ac’hanoc’h.
14. Mirit va sabbat ; râk san̄tel eo d’é-hoc’h. Néb en dévézô hé dorret, a vézô lékéad d’ar marô. Piou-bennâg a labourô enn deiz-zé, é vézô kaset-kuît hé éné eûz a douez hé bobl.
15. É-pâd c’houéac’h dervez é labourot ; ar seizved dervez eo ar sabbat, éhan gwestlet d’ann Aotrou. Piou-bennâg a labourô enn deiz-zé, a varvô.
16. Ra virô bugalé Israel ar sabbat, ha ra lidin̄t anézhan̄ a oad é oad. Eur gévrédigez da viken eo,
17. Etré mé ha bugalé Israel, hag eunn arouéz a badô bépred ; râg é c’houéac’h dervez en deûz ann Aotrou gréad ann én̄v hag ann douar, ha d’ar seizved deiz en deûz éhanet da laboura.
18. Ann Aotron goudé béza komzet ével-sé war vénez Sinai, a roaz da Voizez diou daolen vein ann désténi, skrivet gan̄t bîz Doué.
1. Hôgen ar bobl ô wélout pénaoz Moizez a zaléé da ziskenni diwar ar ménez, en em zavaz a-énep Aaron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, grâ d’é-omp douéed hag a gerzô enn hor raok ; râk Moizez, ann dén-zé péhini en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjipt, na ouzomp két pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄t-han̄.
2. Hag Aaron a lavaraz d’ézhô : Tennit al lagadennou-skouarn d’hô kragez, d’hô mipien ha d’hô merc’hed, ha digasit-hô d’in.
3. Ar bobl a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet Aaron, hag a zigasaz d’ézhan̄ al lagadennou-skouarn.
4. Aaron ô véza hô c’héméret, a lékéaz hô zeûzi, hag a réaz gan̄t-hô eul leûé teûz ; hag hî a lavaraz : Chétu da zouéed, Israel, péré hô deûz da zigaset eûz a zouar ann Éjipt.
5. Pa wélas Aaron kémen̄t-sé, é savaz eunn aoter dira-z-han̄, hag é lékéas da embanna, ô lavarout : War-c’hoaz éma lîd ann Aotrou.
6. Hag hî ô sével diouc’h ar min̄tin, a gennigaz sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h ; hag ar bobl a azézaz évid dibri hag évid éva, hag a zavaz évit c’hoari.
7. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout : Kéa, diskenn ; râk da bobl, péhini éc’h eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt, en deûz péchet.
8. En em dennet hô deûz buan eûz ann hen̄t éz pôa diskouézet d’ézhô ; gréad hô deûz évit-hô eul leûé teûz, hé azeûlet hô deûz, hag ô sakrifia hostivou d’ézhan̄, hô deûz lavaret : Chétu da zouéed, Israel, péré hô deûz da zigaset eûz a zouar ann Éjipt.
9. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Gwéloud a rann pénaoz ar bobl-zé a zô kalet a benn.
10. Va lez da ôber, évit ma savô va buanégez enn hô énep, ha ma hô gwastinn ; ha mé az lakai é penn eur bobl vrâz all.