33. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Néb en dévézô pec’het em énep, hen-nez a laminn eûz va levr.
34. Hôgen té, kéa ha kâs ar bobl-zé d’al léac’h em eûz lavaret d’id ; va éal a gerzô enn da raok. É deiz ar ven̄jan̄s é wélinn hag é kastizinn (M) ar péc’hed-zé hô deûz gréat.
35. Ann Aotrou a skôaz éta war ar bobl, enn abeg da wall al leûe en dôa gréat d’ezhô Aaron.
1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout : Kerz, ha kéa er-méaz eûz ar vrô-man̄, té hag ar bobl éc’h eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ha kéa d’ar vrô em eûz touet é rôjenn da Abraham, ha da Jakob, ô lavarout : D’az gwenn hé rôinn.
2. Ha mé a gasô eunn éal enn da raok, évit ma kasinn kuit ar C’hananéad, ann Amorréad, ann Hétéad, ar Férézéad, ann Hévéad, hag ar Jébuzéad ;
3. Ha ma’z î ébarz enn eur vrô é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Râk na biñinn két dî gan-éz, dré ma’z oud eur bobl kalet a benn, gan̄d aoun na zeûjenn d’az bévézi enn hen̄t.
4. Pa glevaz ar bobl ar geriou réchuz-zé, en em lékéaz da wéla ; hag hini anézhô na wiskaz hé zaéou kaer diouc’h ar c’hîz.
5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da vugalé Israel : Eur bobl kalet a benn oud ; eur wéach é teûinn enn da greiz, hag éz kasinn-da-gét. Hôgen bréman̄ diwisk da zaéou kaer, évit ma wézinn pétrâ a rinn d’id.
6. Bugalé Israel a kuitaaz éta hô saéou kaer é troad ménez Horeb.
7. Moizez a géméraz ivé ann tabernakl, hag a steñaz anézhan̄ pell diouc’h ar c’hamp ; hag é c’halvaz anézhan̄ tabernakl ar gévrédigez. Ha kémen̄d hini eûz ar bobl en dôa eunn diez-bennâg, a iéa er-méaz eûz ar c’hamp da gavout tabernakl ar gévrédigez.
8. Pa’z éa Moizez er-méaz évit mon̄d étrézég ann tabernakl, ann holl bobl a zavé, ha pép-hini a choumé enn hé zâ é-tâl dôr hé delt, hag é sellen̄t out kein Moizez, bété ma oa éat ébarz ann tabernakl.
9. Pa oa éat Moizez ébarz ann tabernakl a gévrédigez, ar peûl-koabr a ziskenné, hag a choumé enn hé zâ oud ann ôr, hag ann Aotrou a gomzé out Moizez.
10. Ann holl bobl ô wélout pénaoz ar peûl-koabr a choumé oud dôr ann tabernakl, a choumé ivé hô-unan oud dôr hô zeltou, hag a azeûlé ann Aotrou.
11. Hôgen ann Aotrou a gomzé out Moizez dremm-ouc’h-dremm, é-c’hiz ma eo boazet eunn dén da gomza oud hé viñoun ; ha pa zistrôé-hén̄ d’ar c’hamp, Jozué, mâb Nun, dén iaouan̄k hé zervicher, na zeûé két er-méaz eûz ann tabernakl.
12. Hôgen Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Té a c’hourc’hémenn d’in kâs ar bobl-man̄ ; ha na lévérez két d’in piou a dléez da gâs gan-én̄, pétrâ-bennâg ma éc’h eûz lavaret d’in : Da anaoud a rann dré da hanô, ha té éc’h eûz kavet trugarez dira-z-oun.
13. Ma em eûz éta kavet trugarez dira-z-od, diskouéz d’in da zremm, évit ma anavézinn ac’hanod, ha ma kavinn trugarez dirâk da zaoulagad ; sell oud ar vrôad-man̄ a zô da bobl.
14. Hag ann Aotrou a lavaraz : Va dremm a iélô enn da raok, ha da lakaat a rinn da éhana.
15. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na gerzez két da-unan enn hor raok, na denn két ac’hanomp eûz al léac’h-man̄.
16. Râk pénaoz é wézimp ni, mé ha da bobl, hon eûz kavet trugarez dira-z-od, ma na gerzez két gan-é-omp, évit ma vézimp meûlet gan̄d ann holl boblou a choum war ann douar ?
17. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Ober a rinn ar péz éc’h eûz lavaret ; râk kavet éc’h eûz trugarez dira-z-oun, ha da anaoud a rann dré da hanô.