19. Tri c’hôp é doaré kraoun̄ a oé gréat out eur barr, hag eur bolod hag eul lilien ; hag ivé tri c’hôp é doaré kraoun̄ oud ar barr all, hag eur bolod hag eul lilien. Hen-nez é oa labour ar c’houéac’h barr a zavé eûz a walen ar c’han̄toler.
20. Enn hé walen é oa pévar c’hôp é doaré kraoun̄, hag eur bolod hag eul lilien dré bép-hini.
21. Bolodou a ioa é tri léac’h eûz ann daou varr, péré a ra c’houéac’h enn-holl, a zave eûz ann hévélep gwalen.
22. Ar bolodou éta hag ar barrou a oa eûz anézhan̄ ; holl e oan̄t gréat gan̄d ar morzol hag eûz a aour ar glana.
23. Ober a réaz ivé gan̄d aour ar glana seiz kleûzeur, gan̄d hô gévellou, hag al listri évit mouga ar poulc’hennou.
24. Ar c’han̄toler gan̄d hé holl listri a boézé eunn talan̄t aour.
25. Ober a réaz ivé gan̄t koat sétim aoter al louzou c’houés-vâd, péhini en dôa eunn ilinad a héd hag a léd, hag a oa pévar-c’hornek, ha daou ilinad a uc’helder ; ha kerniel a zavé eûz hé goñou.
26. Hé c’hôlei a réaz gan̄d aour ar glana, gan̄d hé gael, hag hé speûriou, hag hé gerniel.
27. Ober a réaz eur gurunen aour trô-war-drô, ha diou lagaden aour a bép tû dindân ar gurunen, évit lakaat sparlou enn-hô, da zougen ann aoter.
28. Ar sparlou a réaz gan̄t koat sétim, hag hô c’hôlôaz gan̄t taolennou aour.
29. Ober a réaz ivé oléô évit tréat ar sakrérez, hag eul louzou c’houés-vâd, hervez gwiziégez al louzaouer.
1. Ober a réaz ivé gan̄t koat sétim aoter ar sakrifisou-losk, péhini e dôa pemb ilinad a héd hag a léd, hag a oa pévar-c’hornek ; ha trî ilinad a uc’helder.
2. Pévar c’horn a zavé eûz a bévar c’hoñ ann aoter ; hag hén̄ hé c’hôlôaz gan̄d arem.
3. Hag hén̄ a réaz gan̄d arem meûr a léstr évid ézommou ann aoter, pézéliou, gévellou, gultaniou, bac’hiou, ha pézéliou-tân.
4. Ober a réaz ivé eur gael arem é doaré eur roued, ha dindan-hi eunn oaled é-kreiz ann aôter.
5. Teûzi a réaz péder lagaden a lékéaz é pévar c’hoñ ar gael, évit lakaad ar sparlou a dlié dougen ann aoter.
6. Gan̄t koat sétim é réaz ar sparlou-zé, hag hô c’hôlôaz gan̄t taolennou arem.
7. Hag hén̄ a lékéaz ar ré-man̄ el lagadennou a zavé enn daou dû eûz ann aoter. Hôgen ann aoter né oa két fétiz ; gan̄d elfennou é oa gréat, goullô ha kleûz enn diabarz.
8. Ober a réaz ivé eur véol arem gan̄d hé zroad, gan̄d méllézourou ar merc’hed, péré a veḻé oud dôr ann tabernakl.
9. Ober a réaz ivé leûr ann tabernakl : é tû ar c’hrésteiz éz oa teltou lien moan trôet, war gan̄t ilinad a héd.
10. Béz’ éz oa ugen̄t peûl arem gan̄d hô steûdennou ; hag hô fennou gan̄d hô kizéladuriou a oa a arc’han̄t.
11. Béz’ éz oa ivé war-zû ann han̄ter-nôz teltou, peûliou, gan̄d hô steûdennou hag hô fennou eûz ann hévélep men̄t, hag eûz ann hévélep métal ;
12. Hôgen war-zû al leûr a zellé oud ar c’hûz-héol, éz oa teltou a han̄ter-kan̄t ilinad, ha dék peûl arem gan̄d hô steûdennou, ha pennou ar peûliou, gan̄d hô holl c’hizelladuriou a arc’han̄t.
13. War-zû ar sav-héol, é lékéaz teltou a han̄ter-kan̄t ilinad ;
14. A béré éz oa pemzék ilinad war eunn tû, gan̄t tri peûl hag hô steûdennou.
15. Hag ivé pemzég ilinad war ann tû all, gan̄t tri peûl hag hô steûdennou ; râg enn hô c’hreiz é réaz dôr ann tabernakl.