16. Holl deliou al leûr a oa gréat gan̄t lien moan trôet.
17. Steûdennou ar peûliou a oa a arem, hag hô fennou gan̄d hô holl gizelladuriou a oa a arc’han̄t : ha peûliou al leûr hô-unan a wiskaz gan̄t taolennou arc’han̄t.
18. É porz al leûr é réaz eunn telt gôlôet a vroudérez, a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha gréat gan̄t lien moan trôet, péhini en dôa ugen̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad a uc’helder, hervez ar ven̄t eûz ann holl deltou eûz al leûr.
19. Pévar peûl a ioa é dôr ann tabernakl, gan̄d hô steûdennou a arem ; hag hô fennou, gan̄d hô gizelladuriou a oa a arc’han̄t.
20. Peûliou arem a réaz ivé évit lakaat trô-war-drô d’ann tabernakl ha d’al leûr ;
21. Chétu binviou tabernakl ann désténi, diouc’h ma in̄t nivéret hervez gourc’hémenn Moizez é lidou al Lévited dré zourn Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.
22. Béséléel, mâb Uri, a ioa mâb Hur eûz a vreûriez Juda, a beûr-c’hréaz al labour, hervez ar gourc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou dré c’hénou Moizez.
23. Da eil en dôé Ooliab, mâb Akisamek, eûz a vreûriez Dan, péhini a wié ivé laboura ervâd é koat, é neûd a bép liou, é broudérez a liou glâz, a limestra, a dané, hag a lien moan.
24. Ann holl aour a oé dispiñet évit labour ar san̄tuar, hag a oé kenniget é rôou da zoué, a oé eûz a naô dalan̄t war-n-ugen̄t, hag eûz a zeiz kan̄t sikl ha trégon̄t, hervez men̄t ar san̄tuar.
25. Ar rôou-man̄ a oé gréat gan̄d ar ré en em gavaz enn nivérérez, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, ha péré em gavaz eûz a c’houéac’h kan̄t tri mil pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t dén, péré a zougé ann armou.
26. Béz’ é oé ouc’h-penn kan̄t talan̄d arc’han̄t, gan̄t peré é oé gréat steûdennou ar san̄tuar, hag ar porz é péhini édô ar wél a-ispiḻ.
27. Kan̄t steûden a gan̄t talan̄t a réaz ; eûz a eunn talan̄t é oa pép steûden.
28. Mil c’houeac’h kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t sikl arc’han̄t a lékéaz out pennou ar peûliou, hag é c’hôloaz anézhô gan̄t taolennou arc’han̄t.
29. Kenniget é oé ivé dék talan̄t ha tri-ugen̄t a arem ha daou vil pévar c’han̄t-sikl ;
30. Gan̄t péré é oé gréat ar steûdennou é dôr tabernakl ann désténi, hag ann aoter arem, gan̄d hé gael, hag ann holl listri a oa réd évit-han̄ ;
31. Ha steûdennou al leûr, kenn war-drô, kenn é-tâl ann ôr, ha peûliou ann tabernakl hag al leûr trô-war-drô.
1. Hôgen Béséléel a réaz gan̄t liou glâz, gan̄t limestra, gan̄t tané, ha gan̄t lien moan gwiskaman̄chou Aaron, pa réa hé garg san̄tel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
2. Ober a réaz éta ann éfod gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet ;
3. Broudet holl é oa. Trouc’ha a réaz follennou aour tanô, hag é réaz neûdennou anézhô, évid hô gwéa gan̄d ann neûdennou all a bép liou.
4. Ann daou dû eûz ann éfod en em unané war véven ar penn uc’héla ;
5. Hag ar gouriz a réaz gan̄d ann hévélep liou, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez.
6. Aoza a réaz ivé daou véan oniks a frammaz enn aour, ha war béré é kizellaz, gan̄t labour ar meiner, hanvou bugalé Israel.
7. Hô lakaad a réaz enn daou dû eûz ann éfod, é koun eûz a vugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
8. Ober a réaz ivé ar rational gan̄t labour ar vroudérien, gwéet ével ann éfod gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet.