9. Pévar-c’hornek ha daou bléget é oa ; eur raouen en dôa a héd hag a léd.
10. Lakaad a réaz enn-han̄ péder ren̄kad mein ; er ren̄kad gen̄ta, éz oa ar sardon, hag ann topaz, hag ann éméroden :
11. Enn eil ren̄kad, ar c’harboun̄kl, hag ar safir, hag ar jasp ;
12. Enn dréde ren̄kad al ligur, hag ann agaten, hag ann amétist ;
13. Er bévaré ren̄kad, ar c’hrizolit, hag ann oniks, hag ar béril. Strobet ha frammet é oen̄t enn aour hervez hô reiz.
14. Hanvou ann daouzék breûriez Israel a oa kizellet war ann daouzék méan-zé ; eunn hanô war bép méan.
15. Ober a réjon̄t er rational chadennou eûz ann aour ar glana, a béré al lagadennou a iéa ann eil enn ébén ;
16. Ha diou vac’hik, ha diou lagaden aour. A1 lagadennou a lékéjon̄t enn daou dû eûz ar rational,
17. A béré é teûé a-ispiḻ diou chaden aour, péré a lékéjon̄t er bac’hiouigou a ioa e korniou ann éfod.
18. Ar ré-man̄ en em gavé ker reiz araok hag adré, ma en em gavé frammet ann éfod hag ar rational ann eil gan̄d égilé ;
19. Ha ma oan̄t stardet gan̄d ar gouriz, ha liammet strîz gan̄d al lagadennou, a oa unvanet gan̄d eur ruban glâz, évit na vijen̄t két laosk, ha na helljen̄t két pellaad ann eil diouc’h égilê, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
20. Ober a réjon̄t ivé saé ann éfod, holl a liou glâz.
21. Béz’ éz oa eunn toull er penn uc’héla anézhi hag enn hé c’hréiz, hag eur gourem war drô ann toull.
22. Hag er penn izéla, é lôst ar zaé, éz oa grénadou a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan trôet ;
23. Ha kleiérigou aour ar glana, a veskchon̄t gan̄d ar grénadou é lôst ar zaé trô-war-drô.
24. Béz’ éz oa éta mesket eur c’hlôc’hig aour hag eur grénad, hag ar bélek-brâz a oa kin̄klet ével-sé pa réa hé garg, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
25. Ober a réjon̄t ivé saéou striz lien moan gwéet évid Aaron hag hé vipien ;
26. Ha mitrou lien moan gan̄d hô c’hurunennouigou ;
27. Ha bragou lien moan lin ;
28. Gan̄d eur gouriz lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, hag hén̄ broudet, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
29. Ober a réjon̄t ivé gan̄d aour ar glana ann daolen sakr hag énoruz, hag é skrivchon̄t war-n-ézhi gan̄t labour ar c’hizeller : Ar zan̄télez d’ann Aotrou.
30. Hag é stagchon̄t anézhi oud ar mitr gan̄d eul liamik glâz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
31. Ével-sé é oé peûr-c’hréat labour ann tabernakl, ha telt ann désténi. Bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
32. Hag hî a gennigaz ann tabernakl, hag hé c’houlc’her, hag hé holl vinviou, al lagadennou, ann elfennou, ar sparlou, ar peûliou hag ar steûdennou ;
33. Hag ar gôlô krec’hin maout livet é rûz, hag ar gôlô all livet é glâz-rûz.
34. Ar wél, ann arc’h, ar sparlou, ar goulc’her ;
35. Aon daol gan̄d hé listri, ha gan̄t baraou ar c’hennig ;
36. Ar c’han̄toler, ar c’hleûzeûriou, hag hô listri gan̄d ann éôl ;
37. Ann aoter aour, hag ann tréat, hag al louzou c’houés-vâd ;
38. Hag ann telt é dôr ann tabernakl ;
39. Hag ann aoter arem, gan̄d hé gael, hé sparlou, hag hé holl listri : ar véol gan̄d hé zroad ; gwéliou al leûr, hag ar peûliou gan̄d hô steûdennou ;
40. Hag ann telt é dôr al leûr, gan̄d hé liammou hag hé beûliou. Na ziouéraz nétrâ eûz ar péz a oa bét gourc’hémennet da ôber évit servich ann tabernakl ha telt ar gévrédigez ;
41. Hag ar gwiskaman̄chou ivé a lékéa ar véleien er san̄tuar, da lavaroud eo Aaron hag hé vipien,