42. A gennigaz bugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
43. Pa wélaz Moizez pénaoz é oa peûr-c’hréat ann traou-zé holl, é vennigaz anézhô.
1. Goudé-zé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
2. Er mîz ken̄ta, d’ann deiz ken̄ta eûz ar mîz, é savi tabernakl ann désténi.
3. Lakaad a rî enn-han̄ ann arc’h, hag é likî ar wél a ispiḻ dira-z-hi.
4. Dougen a rî ann daol, hag é likî war-n-ézhî, diouc’h reiz, ann traou a zô bét gourc’hémennet. Lakaad a ri ar c’han̄toler gan̄d hé gleûzeûriou,
5. Hag ann aoter aour war béhini é teveur ann ézan̄s, dirâg arc’h ann désténi. Lakaad a rî ann telt é dôr ann tabernakl,
6. Ha dira-z-han̄ aoter ar sakrifisou-losk ;
7. Étré ann aoter hag ann tabernakl, ar véol a vézô leûn a zour.
8. Lakaad a rî teltou trô-war-drô d’al leûr ha d’hé dôr.
9. Hag ô kémérout oléô ar sakradur, é sagri ann tabernakl gan̄d hé listri, évit ma vézin̄t san̄télet ;
10. Aoter ar sakrifisou-losk, hag hé holl listri ;
11. Ar véol gan̄d hé droad ; holl é sakri anézhô gan̄d oléô ar sakradur, évit ma vézin̄t san̄tel-brâz.
12. Kâs a rî Aaron hag hé vipien oud dôr tabernakl ann désténi, hag ô véza hô gwalc’het gan̄d dour,
13. É wiski anézhô gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, évit ma zervichin̄t ac’hanoun, ha ma tréménô hô sakradur enn eur vélégiez peûr-baduz.
14. Ha Moizez a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’éz-han̄.
15. Ével-sé er miz ken̄ta eûz ann eil vloaz, d’ann deiz ken̄ta eûz ar mîz, é oé savet ann tabernakl.
16. Moizez ô véza hé zavet, a lékéaz ann elfennou, hag ar steûdennou, hag ar sparlou, hag a zavaz ar peûliou.
17. Hag éc’h astennaz ann dôen war ann tabernakl, goudé béza lékéat eur gôlô war-n-ézhan̄, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
18. Lakaad a réaz ann désténi enn arc’h, goudé béza lékéat ar sparlou dindân, hag ann orakl war-c’horré.
19. Ha goudé m’en dôé douget ann arc’h enn tabernakl, é lékéaz ar wél a-ispiḻ dira-z-hî, évit séveni gourc’hémenn ann Aotrou.
20. Lakaad a réaz ivé ann daol é tabernakl ann désténi war-zû ann han̄ter-nôz, er-méaz eûz ar wél ;
21. Hag é reizaz dirâk ann Aotrou baraou ar c’hennig, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez (M).
22. Lakaad a réaz ivé ar c’han̄toler é tabernakl ann désténi dirâg ann daol, war-zû ar c’hrésteiz,
23. Goudé béza lékéat ar c’hleûzeûriou hervez hô reiz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
24. Lakaad a réaz ivé ann aoter aour é tabernakl ann désténi dirâg ar wél.
25. Hag é tevaz war-n-ézhi ézan̄s louzou c’houés-vâd, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.
26. Lakaad a réaz ivé ann telt é dôr tabernakl ann désténi,
27. Hag aoter ar sakrifisou-losk é dôr tabernakl ann désténi, war béhini é kennigaz ar sakrifisou-losk, hag ar sakrifisou all, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
28. Lakaad a réaz ivé ar véol étré tabernakl ann désténi hag ann aoter, hag é kargaz anézhi gan̄d dour.
29. Ha Moizez, hag Aaron, hag hé vipien a wa1c’haz enn-hi hô daouarn hag hô zreid,
30. Abarz m’az éjon̄t é takernakl ar gévrédigez, ha ma tôstajon̄t oud ann aoter, evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
31. Sével a réaz ivé al leûr war-drô d’ann tabernakl ha d’ann aoter, hag é lékéaz eunn telt oud ann ôr. Goude ma oé peûr-c’hréad holl,
32. Eur goabren a c’hôlôaz taber-