Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AL LÉVITIK.


————


I. PENNAD.


Lézennou ar sakrifisou-losk, évid ann éjenned, évid ann dén̄ved hag ar gevr ; évid ann evned.


1. Hôgen ann Aotrou a c’halvaz Moizez eûz ann tabernakl a désténi, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa gennigô eur ré ac’hanoc’h d’ann Aotrou eunn hostiv loéned, da lavaroud eo éjenned pé dén̄ved a lazô ;

3. Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.

4. Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.

5. Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.

6. Goudé béza digroc’hennet ann hostiv, é trouc’hin̄t hé izili a dammou.

7. Hag hî a lakai ann tân dindân ann aoter, goudé béza araok aozet ar c’heuneûd.

8. Lakaad a rain̄t war-c’horré ann izili a vézô bét trouc’het, da lavaroud eo ar penn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu,

9. Goudé béza gwalc’het gan̄d dour ar bouzellou hag ann treid ; hag ar bélek hô devô war ann aoter, ével eur sakrifiz-losk hétuz d’ann Aotrou gan̄d hé c’houés.

10. Mar kennig eul loen all, da lavaroud eo eunn dan̄vad pé eur c’havr, é kennigô eur par dinam ;

11. Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz ; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter ;

12. Hag hî a drouc’hô hô izili, hô fenn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu ; hag é likin̄t anézhô war ar c’heûneûd, dindân péhini é likiin̄t ann tân.

13. Gwa1c’hi a rain̄t ar bouzellou hag ann treid gan̄d dour. Hag ar bélek a zevô war ann aoter ann holl draou gémennet, ével eur sakrifiz-losk, hag eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

14. Hôgen mar béz kenniget d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk gan̄d evned, gan̄t turzunelled, pé gan̄t koulmédigou,

15. Ar béleg a gennigô anézhan̄ war ann aoter, hag ô véza trôed hé benn oud ar gouzouk, é rai eur gouli d’ézhan̄, hag é lakai ar goad da rédek out beven ann aoter.

16. Teûrel a rai ann élaz hag ar plù é kichen ann aoter, war-zû ar sav-héol, el léach é péhini é tôleur peûr-vuia al ludu.