Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
al lévitik.

17. Terri a rai hé ziou-askel héb hé zrouc’ha, hag héb hé ranna gan̄d houarn ; hag hé zevi a rai war ann aoter, goudé béza lékéat ann tân er c’heûneûd. Eur sakrifiz-losk hag eur c’hennig eo, en deûz eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.


————


II. PENNAD.


Sakrifiz bleûd. Sakrifiz bara.


1. Pa rai eunn dén eur c’hennig d’ann Aotrou é sakrifiz, hé c’hennig a vézô eûz a vleûd glân, war béhini é skuḻô éôl, hag é lakai ézan̄s.

2. Hag é kasô anézhan̄ d’ar véleien, mipien Aaron ; hag unan anézhô a gémérô eunn dournad eûz ar bleûd, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s, hag é tevô anézhô war ann aoter é koun eûz ar c’hennig, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

3. Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.

4. Hôgen pa gennigit eur sakrifiz bleûd poazet er fourn, da lavaroud eo baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl ;

5. Mar d’eo gréat da gennig gan̄d eunn dra fritet, da lavaroud eo gan̄t bleûd glébiet gan̄d éôl hag hép goell,

6. É trouc’hi anézhan̄ a dammou, hag é skuḻi éôl war-n-ézhan̄.

7. Hôgen mar gréz eur sakrifiz gan̄d eunn dra poazet war ar c’hrîḻ, é skuḻi ivé éôl war vleûd,

8. Oc’h hé genniga d’ann Aotrou dré zaouarn ar bélek.

9. Hé-man̄ hé gennigô, hag a dennô anézhan̄ enn én̄vor eûz ar sakrifiz, hag hé zevô ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

10. Hôgen kémen̄d a choumô a zilerc’h a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével eunn dra san̄tel eûz a gennigou ann Aotrou.

11. Kémen̄t sakrifiz a vézô kenniget d’ann Aotrou, a vézô gréat hép goell, râk na vézô devet nétrâ gan̄t goell pé gan̄t mél d’ann Aotrou.

12. Hô c’henniga a réot hép-kén ével ken̄ta-frouez, hag ével rôou ; hôgen na vézin̄t két lékéat war ann aoter evel eur c’hennig a c’houés vâd.

13. Kémen̄d a gennigi é sakrifiz, a aozi gan̄t c’hoalen, ha na denni két eûz da sakrifiz c’hoalen kévrédigez da Zoué. Enn da holl gennigou é kennigi c’hoalen.

14. Mar kennigez d’ann Aotrou eur c’hennig eûz da gen̄ta-frouez, tamoézennou hag hî c’hoaz glâz, é krazi anézhô oud ann tân, hag é vrévi anézhô é doaré gwiniz, hag ével-sé é kennigi da gen̄ta-frouez d’ann Aotrou,

15. Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.

16. Ar bélek a zevô, enn én̄vor eûz ar c’hennig, lôd eûz ann éd a vézô bét brévet, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s.


————


III. PENNAD.


Hostiv a béoc’h gan̄t éjenned, den̄ved, ein ha gevr.


1. Mar gra eunn dén eur c’hennig a béoc’h, ha mar d’eo eur c’hennig a éjenned, pé bâr pé barez, é kennigô anézhô dinam d’ann Aotrou.

2. Hag é lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi ; hag ar véleien, mipien Aaron, a skuḻô ar goad war-dro ann aoter.

3. Hag hî a gennigô d’ann Aotrou al lard a c’hôlô bouzellou ann hostiv a béoc’h, hag ann holl lard a zô enn diabars ;

4. Ann digroazel gan̄d al lard a c’hôlô ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.

5. Hag hî a zevô kémen̄t-sé war ann aoter gan̄d ar sakrifiz-losk, goudé béza lékéat tân dindân ar c’heûneûd, ével eur c’hennig a c’houés vâd d’ann Aotrou.