6. Mar grâ eur c’hennig a béoc’h, ha mar d-eo eur c’hennig a zén̄ved, pé bâr pé barez, é vézin̄t dinam.
7. Mar kennig eunn oan dirâg ann Aotrou,
8. É lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi : ha mipien Aaron a skuḻô hé c’hoad war-drô ann aoter.
9. Hag hî a gennigô eûz ann hostiv péoc’huz-zé é sakrifiz d’ann Aotrou, al lard hag al lôst holl,
10. Gan̄d ann digroazel, hag al lard a c’hôlô ar c’hôv, hag ann holl vouzellou, hag ann digroazel gan̄d al lard a zô oud ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.
11. Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân hag évit kennig d’ann Aotrou.
12. Mar kennig eur c’havr dirâg ann Aotrou,
13. É lakai hé zourn war hé fenn, hag é lazô anézhi é-tâl dôr tabernakl ann désténi ; ha mipien Aaron a skuḻô hé goad war-drô ann aoter.
14. Hag hî a gémérô anézhi évit boéta tân ann Aotrou, al lard a c’hôlô ar c’hôv hag ann holl vouzellou,
15. Hag ann digroazel gan̄d ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou.
16. Hag ar bélek a zevô anezhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân, hag ével eur c’hennig a c’houés vâd. Ann holl lard a vézô d’ann Actrou,
17. Dré eur gwîr peûr-baduz a-wenn-é-gwenn, hag enn hoc’h holl diez ; ha na zebrot bikenn na goad, na lard.
1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
2. Lavar da vugalé Israel : Pa en deûz péc’het eunn dén dré ziwiziégez a-éneb unan eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha ma en deûz gréad eunn dra a oa bét lavaret d’ézhan̄ na rajé két :
3. Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.
4. Hag ô véza hé gaset é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é lakai hé zourn war benn al leûé, hag é lazô anézhan̄ d’ann Aotrou.
5. Kéméroud a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é tougô anézhan̄ é tabernakl ann désténi.
6. Hag ô véza soubet hé vîz er goad, é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach dirâg ann Aotrou é-tâl gwél ar san̄tuar.
7. Lakaad a rai eûz ann kévélep goad war gerniel aoter al louzou c’houés vâd a zô hétuz d’ann Aotrou, ha péhini a zô é tabernakl ann désténi ; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifiz-losk, é-tâl dôr ann tabernakl.
8. Hag é kémérô lard al leûé kenniget évid ar péc’hed, kenn ann hini a c’hôlô ar bouzellou, kenn ann hini holl a zô enn diabarz ;
9. Ann digroazelligou, hag ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou ;
10. Ével ma tenneur anézhô eûz a leûé ann hostiv a béoc’h : hag hén̄ a zevô anézhô war aoter ar sakrifiz-losk.
11. É-kén̄ver ar c’hroc’hen hag ann holl gîk, gan̄d ar penn, hag ann treid, hag ar bouzellou, hag ar beûzel,
12. Hag ann dilerc’h eûz ar c’horf, é kasô anezhô er-méaz eûz ar c’hamp, enn eul léac’h glân, é péléac’h é tôleur peûrvuia al ludu ; hag hén̄ hô devô war eur bern keûneûd, a loskô el léac’h ma véz taolet al ludu.
13. Mar d-eo kouézet holl bobl Israel enn diwiziégez, ha ma en deûz gréat dré ziwiziégez eunn dra-bennâg a-énep gourc’hémenn ann Aotrou ;
14. Ha mar teû goudé da anaoud hé béc’hed, é kennigô évid hé béc’hed eul leûé, a gasô é-tâl dôr ann tabernakl.
15. Hag hénaoured ar bobl a lakai hô daouarn war benn al leûé dirâg