dévézô gréat ô péc’hi a vézô distolet d’ézhan̄.
8. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
9. Gourc’hémenn ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien : Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz-losk : Devet é vézô war ann aoter héd ann noz bétég ar min̄tin ; ann tân a vézô kéméret eûz ann aoter hé-unan.
10. Ar bélek a wiskô hé saé hag hé vragou lîn ; hâg é kémérô al ludu a choumô war-lerc’h ann tân gwastuz, ha goudé béza hé lékéat é-tâl ann aoter,
11. É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.
12. Ann tân a zevô bépréd war ann aoter, hag ar bélek a vagô anézhan̄, ô lakaat bemdéz, diouc’h ar min̄tin, keûneûd war-n-ézhan̄ ; ha goudé béza lékéat ar viktim war ar c’heûneûd, é tevô war-c’horré lard ann hostivou a béoc’h.
13. Hen-nez eo ann tân peûr-baduz, péhini na dlé bikenn mouga war ann aoter.
14. Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz hag ar braoued-kennigou a gennigô mipien Aaron dirâg ann Aotrou ha dirâg ann aoter.
15. Ar béleg a gémérô eunn dournad bleûd a vézô bét sparfet gan̄d éôl, hag ann holl ézan̄s a vézô bet lékéat war-c’horré ar bleûd ; hag é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eunn dra a c’houés vâd dirâg ann Aotrou.
16. Hôgen Aaron hag hé vipien a zebrô ar péz a choumô eûz a bleûd hép goell, hag é tebrin̄t anézhan̄ el léac’h san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
17. Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.
18. Ar oazed eûz a wenn Aaron hép-kén a zebrô anézhan̄. Eunn dra eo hag a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô kwenn diwar-benn sakrifisou ann Aotrou : piou-bennâg a dan̄vô anézhan̄, a dléô béza san̄tel.
19. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
20. Chétu kennig Aaron hag hé vipien, a dléon̄t da ôber d’ann Aotrou é deiz hô éôliérez. Ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd a gennigin̄t ével eur sakrifiz peûr-baduz, ann han̄ter diouc’h ar min̄tin, hag ann han̄ter all diouc’h ar pardaez.
21. Goudé béza hé sparfet gan̄d éôl, é poazô anézhan̄ er billig ; hag ar bélek a vézô deûed da her d’hé dâd dré wîr, a gennigô anézhan̄, hag hén̄ tomm, ével eunn dra a c’houés vâd d’ann Aotrou ;
22. Hag é tevô holl war ann aoter.
23. Hôgen holl sakrifisou ar véleien a vézô peûr-zevet gan̄d ann tân, ha dén na zebrô anézhô.
24. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
25. Lavar ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien : Chétu aman̄ lézen ann hostiv évid ar péc’hed : lazed é vézô dirâg ann Aotrou el léac’h ma kennigeur ar sakrifiz-losk ; eunn dra san̄tel-brâz eo.
26. Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
27. Kémen̄t tra a stokô oud hé gîg, a vézô san̄télet. Mar kouéz eûz hé c’hoâd war eur zaé-bennâg, é vézô gwalc’het el léac’h san̄tel.
28. A1 léstr prî é péhini é vézô bét poazet, a vézô torret : mar d-eo a arem al léstr, é vézô skarzet, ha gwalc’het gan̄d dour.
29. Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîz-zé, ô véza ma eo san̄tel-brâz.
30. E-kén̄ver ann hostiv a lazeur évid ar péc’hed, a béhini é tougeur ar goâd é tabernakl ann désténi évid ôber ann dic’haouidigez er san̄tuar, na vézô kéd debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân.