hévéleb amzer ar sakrifiz, da lavaroud eo hé braoued-kennig.
30. Derc’hel a rai enn hé zaouarn lard ann hostiv, ha poullig hé c’haloun ; ha goudé m’en dévézo hô gwéstlet d’ann Aotrou oc’h hô c’henniga, hô rôiô d’ar bélek,
31. Péhini a zevô al lard war ann aoter ; hôgen poullig ar galoun a vézô évid Aaron hag hé vipien.
32. Skoaz déou ann hostivou a béoc’h a gouézô d’ar bélek gan̄d ar préveûdi.
33. Ann hini eûz a vipien Aaron en dévézô kenniget ar goâd hag al lard, en dévézô ive enn hé lôd ar skoaz déou.
34. Râk mired em eûz a gîg ann hostivou péoc’huz bugalé Israel, poull ar galoun a zaveur dira-z-oun, hag ar skoaz a zô bét rannet ; hag hô rôed em eûz d’ar béleg Aaron ha d’hé vipien, dré eul lézen peûr-baduz, é-touez pobl Israel.
35. Hen-nez eo gwîr éôliérez Aaron hag hé vipien, é lidou ann Aotrou, enn deiz ma en deûz hô c’henniget Moizez, évid ôber ar garg a véleien ;
36. Hag en deûz ann Aotrou gourc’hémennet da vugalé Israel da rei d’ézhô, dré eul lid peûr-baduz a-wenn-é-gwenn.
37. Honn-nez eo lézen ar sakrifiz-losk, ar sakrifiz évid ar péc’hed hag évid ar gwall, évid ar gwestl hag évid ar viktimou a béoc’h ;
38. Lézen a rôaz ann Aotrou da Voizez war vénez Sinai, pa c’hourc’hémennaz da vugalé Israel kenniga hô rôou d’ann Aotrou é distrô Sinai.
1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
2. Kémer Aaron gan̄d hé vipien, hô gwiskou, ann oléô sakr, al leûé a dlé béza kenniget évid ar péc’hed, daou dourz, hag eur gést bara dic’hoell ;
3. Ha dastum ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl.
4. Moizez a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hag ô véza dastumet ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl,
5. É lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da ôber.
6. Ha neûzé é tiskouézaz Aaron hag hé vipien. Ha goudé m’en dôé hô gwalc’het,
7. É lékéaz d’ar bélek-brâz ar zaé lîn a-zindân, gan̄d ar gouriz war-c’horré ; hag é lékéaz d’ézhan̄ ar zaé c’hlâz, hag ann éfod war-c’horré ;
8. Ha goudé béza hé stardet gan̄d ar gouriz, é lékéaz out-han̄ ar rational, war béhini édô ar geriou-man̄ : kélénnadurez ha gwirionez.
9. Lakaad a réaz ivé ann diaren war hé benn ; ha war hé gorré, ouc’h ann tâl, é lékéaz ann daolen aour gwéstled ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
10. Kéméroud a réaz ivé ann oléô sakr (T), gan̄t péhini éc’h éôliaz ann tabernakl gan̄d hé holl listri.
11. Ha goudé m’en doé sparfet ann aoter seiz gwéach, éc’h éôliaz anéz-han̄, hag hé holl listri, hag é san̄télaz gan̄d éôl ar véol gan̄d hé droad.
12. Skuḻa a réaz ivé éôl war benn Aaron, hag éc’h éôliaz, hag é sakraz anézhan̄.
13. Hag ô véza kenniget mipien Aaron, é wiskaz d’ézhô saéou lîn, é lékéaz gourizou war hô zrô, ha mitrou war hô fenn, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
14. Kenniga a réaz ivé eul leûé évid ar péc’hed ; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn al leûé,
15. É lazaz Moizez anézhan̄ ; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô ; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
16. Neûzé é tevaz war ann aoter al