2. Kémer eûz da dropel eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid eur sakrifiz-losk, ann eil hag égilé dinam, ha kennig anézhô dirag ann Aotrou.
3. Lavar ivé da vugalé Israel : kémérid eur bouc’h évid ar péc’hed, hag eul leûé hag eunn oan bloaz hag hî dinam, évid eur sakrifiz-losk,
4. Eunn éjenn hag eunn tourz évid ann hostivou a beoc’h ; ha lazit-hô dirâg ann Aotrou, ô kenniga, é sakrifiz pép-hini anézhô, bleûd glân glépiet gan̄d éôl ; râg ann Aotrou en em ziskouézô hiriô d’é-hoc’h.
5. Lakaad a réjon̄t éta é-tâl dôr ann tabernakl ar péz en dôa lavaret Moizez d’ézhô ; ha pa oa énô ann holl bobl enn hé za,
6. É lavaraz Moizez : Chétu pétrâ en deûz ann Aotrou gourc’hémennet d’é-hoc’h ; grit hén̄, hag hé c’hloar en em ziskouézô d’é-hoc’h.
7. Hag hén̄ a lavaraz da Aaron : Tôsta oud ann aoter, ha lâz évid da béc’hed ; kennig eur sakrifiz-losk, ha péd évid-od hag évid ar bobl ; ha p’az pézô lazet ann hostiv évid ar bobl, péd évit-han̄, ével m’en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.
8. Ha râk-tâl Aaron ô tôstaad oud ann aoter, a lazaz eul leûé évid hé béc’hed.
9. Hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, é péhini é soubaz hé vîz, é lékéaz eûz anézhan̄ war gerniel ann aoter, hag é skuḻaz ann dilerc’h out troad ann aoter.
10. Devi a réaz ivé war ann aoter al lard, ann digroazelligou ha kroc’hénen ann avu, péré a zô évid ar péc’hed, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez :
11. Hôgen ar c’hîg hag ar c’hroc’hen a loskaz war ann tân er-méaz eûz ar c’hamp.
12. Laza a réaz ivé viktim ar sakrifiz-losk ; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, a skuḻaz war-drô d’ann aoter.
13. Digas a réjon̄t ivé d’ézhan̄ ann hostiv trouc’het a dammou, gan̄d ar penn hag ann holl izili ; hag hô devaz holl war ann aoter,
14. Goudé béza gwalc’het enn dour ar bouzellou hag ann treid.
15. Laza a réaz ivé eur bouc’h a gennigaz évit péc’hed ar bobl ; hag ô véza glanet ann aoter,
16. É réaz eur sakrifiz-losk.
17. Lakaad a réaz ouc’h-penn ar braoued-kennig a véz kenniget enn hévéleb amzer, hag é tevaz anézhô war ann aoter, oc’h-penn ôber lidou sakrifiz-losk ar min̄tin. (M).
18. Laza a réaz ivé eunn éjenn hag eunn tourz, péré a ioa hostivou a béoc’h évid ar bobl ; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd anézhô, a skuḻaz war ann aoter trô-war-drô.
19. Digas a réjon̄d ivé lard ann éjenn, ha lôst ann tourz, ann digroazelligou gan̄d hô lard, ha kroc’hénen ann avu ;
20. Hag é lékéjon̄t anézhô war ar poullou-kaloun ; ha goudé ma oé devet al lard war ann aoter,
21. Aaron a lékéaz a dû ar poullou-kaloun, hag ann diskoaz déou, ô sével anézhô dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez.
22. Hag oc’h astenna hé zaouarn war-zû ar bobl, é vennigaz anézhan̄. Ha goudé béza ével-sé peûr-genniget ann hostivou évid ar péc’hed, ann hostivou-losk, hag ann hostivou a béoc’h, é tiskennaz.
23. Moizez hag Aaron a iéaz neûzé é tabernakl ann désténi, ha pa oen̄t deûet er-méaz, é vennigchon̄t ar bobl. Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ann holl bobl.
24. Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou.
1. Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄soué-