vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn : ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez ; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.
33. Hôgen al léstr prî é péhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar ré-man̄, a vézô saotret, hag évit-sé é vézô réd hé derri.
34. Mar skuḻeur dour eûz ar ré-man̄ war ar boéd a zebrit, é vézô dic’hlan ; ha kémen̄t braoued a évot eûz al listri-zé a vézô dic’hlan.
35. Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar gañou-man̄, a vézô dic’hlan ; pé fornigellou, pé kaoteriou, a vézô torret, ô véza ma vézin̄t dic’hlan.
36. Hôgen ar feun̄teûniou, hag ar pun̄sou, hag ann holl bun̄sou-glaô a vézô glân. Hôgen néb a lakai hé zourn war c’hañou al loéned, a vézô saotret.
37. Mar kouéz war ann hâd, na vézô két saotret hé-man̄.
38. Hôgen mar skuḻ eur ré dour war ann hâd, ha mar teû goudé da steki oud eur c’han̄, é vézô saotret râk-tâl.
39. Mar teû da vervel unan eûz al loéned a hellit da zibri, néb a stokô hé c’hân̄, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
40. Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
41. Kémen̄t a stlej war ann douar, a vézô argarzuz, ha na vézô két kéméret eûz anézhan̄ évit boéd.
42. Kémen̄t loen pévar-zroadek a gerz war boull hé galoun, pé en deûz meûr a droad, pé en em stlej war ann douar, na zebrot két eûz anézhan̄, râg argarzuz eo.
43. Na zaotrit két hoc’h énéou, ha na likit két hô taouarn war hini eûz ar ré-zé, gan̄d aoun na zeûfac’h da véza dic’hlan.
44. Râk mé eo ann Aotrou hô Toué ; bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t. Na zaotrit két hoc’h énéou oud ann holl amprévaned a fin̄v war ann douar.
45. Râk mé eo ann Aotrou, en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t.
46. Houn-nez eo al lézen diwar-benn al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d anéval béô a fin̄v enn dour, pé a stlej war ann douar ;
47. Evit ma anavézot ar péz a zô glân dioc’h ar péz a zô dic’hlan, ha ma wiot pétrâ a dléit da tibri pé da zisteûrel.
1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ezhô : Eur c’hreg pa é dévézô gwélet hé ozac’h, ma c’hân eur paotr, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez, hervez ann deisiou eûz a rann hé misiou.
3. Hag ar bugel a vézô enwadet d’ann eizved deiz.
4. Hôgen hî a choumô c’hoaz tri dervez ha trégon̄t é goâd hé glanérez. Na lakai hé dourn war nétrâ a zan̄tel, ha n’az ai két ébarz ar san̄tuar, kén na vézô sévénet deisiou hé glanérez.
5. Hôgen ma c’hân eur baotrez, é vézô dic’hlan é-pâd diou zizun, hervez ar boaz évid réd ar misiou, hag é choumô c’houéac’h dervez ha tri-ugen̄t é goâd hé glanérez,
6. Ha pa vezô tréménet deisiou hé glanérez, pé évid eur mâb, pé évid eur verc’h, é tougô eunn oan bloaz é sakrifiz losk hag eur goulmik pé eunn durzunellik, évid ar péc’hed, é-tâl dôr tabernakl ann désténi, hag hô rôio d’ar bélek,
7. Péhini hô c’hennigô dirâg ann Aotrou, hag a bédô évit-hi ; hag ével-sé é vézô glanet-hî eûz a réd hé goâd. Houn-nez eo al lézen évid ann hini a c’hân eur paotr pé eur baotrez.
8. Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed : hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé.